Richard Gwyn (merzher)

Eus Wikipedia

Sant Richard Gwyn (ganet e-tro 1537 hag aet d'an Anaon d'ar 15 a viz Here 1584) a oa ur skolaer kembreat. Brudet eo ivez dre e anv saoznekaet, Richard White. Kondaonet e oa bet da vezañ hanged, drawn and quartered, da lavaret eo krouget, charreet ha didroc'het e gorf, pa oa rebechet dezhañ bezañ treitour d'ar rouantelezh e 1584. Lakaet e voe da sant gant ar pab Paol VI e 1970 e-touez pevar merzher eus Bro-Saoz ha Kembre. Lidet e vez d'ar 17 a viz Here.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne ouzer ket kalz a dra war buhez Richard Gwyn a-raok ma voe heskinet gant ar rouantelezh saoz. Ganet e voe e-tro 1537 e Montgomeryshire, e Kembre. D'an oad a 20 vloaz e oa enskrivet e Skol-veur Oxford, ne voe ket echuet gantañ e studioù eno. Goude-se e adkaver anezhañ e Skol-veur Cambridge. Bevañ a rae diwar an aluzen roet dezhñ gant St John's College hag e vestr, an doktor George Bullock, a oa katolik.

E penn kentañ ren Elizabeth Iañ e 1558, Bullock a voe rediet da zilezañ e garg. Echu e oa gant studioù Gwyn e Bro-Saoz goude daou vloaz nemetken. Mont a ra neuze da Skol-veur Douai.

Distro da Gembre[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwyn a zo distroet da Gembre evel kelenner e korn-bro Wrexham. Kenderc'hel a ra e studioù drezhañ e-unan. Dimeziñ a ra gant ur vaouez anvet Catherine; c'hwec'h bugel o deus bet. Tri anezho a chomas bev nemetken. Merzhet e vez gant Eskob Chester e oa chomet feal Gwyn d'ar feiz kozh. Bountañ a ra warnañ evit treiñ anezhañ d'ar feiz anglikan. Adkavet ez eus bet un testenni eus ar mare-se:

[a]fter some troubles, he yielded to their desires, although greatly against his stomach ... and lo, by the Providence of God, he was no sooner come out of the church but a fearful company of crows and kites so persecuted him to his home that they put him in great fear of his life, the conceit whereof made him also sick in body as he was already in soul distressed; in which sickness he resolved himself (if God would spare his life) to return to a Catholic.


An tec'had[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwyn a oa rediet da gemm lies e lojeiz hag e lec'h skoliata evit chom hep bezañ toullbac'het. E 1579 e voe harzet gant vikel Wrexham, ur c'hatolik troet d'ar feiz nevezm. Tec'hout a ra hag e-pad ur bloaz hanter a-raok bezañ harzet ur wech c'hoazh. Lakaet e vez en toull-bac'h e-pad pevar bloaz o vezañ kemmet toull-bac'h alies.

E Mae 1581 Gwyn a zo kaset en iliz Wrexham, enkelc'hiet eo gant 6 den. Staget e vez gant chadennoù ponner d'ur burev. Pa fiñv e ziv c'har e vez trouz spontus gant ar chadennoù kement ha mouezh ar beleg a zo mouget. Kaset e vez er mirlec'h. Ur beleg anglikan a goapa outañ o tisklêriañ e oa gantañ alc'hwezoù an iliz ha n'eo ket da Sant Pêr. Respontet e oa bet dezhañ gant fent

"There is this difference. Namely, that whereas Peter received the keys to the Kingdom of Heaven, the keys you received were obviously those of the beer cellar."


Ar prosez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kondaonet eo d'ar gwashañ doare da vezañ lakaet d'ar marv e 1584, da vezañ hanged, drawn and quartered, ar pezh a voe graet er Beast Market e Wrexham d'ar 15 a viz Here 1584.

Gerioù diwezhañ Gwyn a oa bet e kembraeg, p'en doa disklêriet : "Iesu, trugarha wrthyf" ("Jezuz, ho pezit truez ouzhin").