Richard Gendall
Richard Gendall zo ur stourmer evit ar c’herneveureg, bet ganet e 1924 ha marvet e 2017.
Diazezer Curnoack Nowedga ("Kerneveureg Nevez") eo. Er bloavezhioù 1980 e voe rannet an emsav evit ar c’herneveureg e daou skourr : lod eus an dud, gant Ken George en o fenn, a rae dave d’ar c’hrenngerneveureg evel mammenn evit ar yezh a vremañ, ha lod all, gant Richard Gendall a glaske o awen e testenioù eus yezh an XVIIIvet kantved, evel ma oa bet skrivet gant tud evel Nicholas ha John Boson, hag en aspadennoù keltiek a oa c’hoazh er rannyezhoù saoznek komzet e Kernev-Veur.
Kenlabouret en deus Richard Gendall gant Skol-veur Exeter ha skrivet en deus e-leizh a levrioù hag a varzhonegoù, sinet gant e anv-barzh "Gelvinak".
Soner eo ivez, ha skrivet en deus kanaouennoù a zo bet kanet gant Brenda Wootton.
Savet en deus ar gevredigezh Teere ha Tavaz, evit brudañ an doare yezh anvet Curnoack Nowedga, pe Kerneveureg Nevez, hag evit embann skridoù en doare kerneveg-se.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kernewek Bew (Living Cornish). 1972
- The Pronunciation of Cornish. Teere ha Tavaz, Mahunyes, 1991.
- A Students' Grammar of Modern Cornish. Cussel an Tavas Kernuack, Mahunyes, 1991.
- 1000 Years of Cornish (eil embannadur). Teere ha Tavaz, Mahunyes, 1994
- Dictionary of Modern Cornish. Teere ha Tavaz, Mahunyes, 1992-1997.
- Tavaz a Ragadazow – The Language of my Forefathers. Teer ha Tavaz, Mahunyes. 2000.
- Practical Modern Cornish. Teer ha Tavaz, Mahunyes. 2003.
- The Language of our Cornish Forefathers. Keskowethyans an Taves Kernewek. 2009.