Richard B. Riddick

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Riddick
Vin Diesel by Gage Skidmore 2.jpg
Vin Diesel (2013)
Anvioù
Anv badez Richard B. Riddick
Lesanv(ioù) Riddick
Lec'h ganedigezh Furia
Micher
Dreistbever
Torfedour
Lord Marshall
Familh
Hini ebet ken

Richard B. Riddick, anvet boaz Riddick, a zo un dudenn ijinet kement hag un enep haroz eus ar frañchiz skiant-faltazi The Chronicles of Riddick taolennet e pevar film d'an heuliad filmoù Riddick (Pitch Black, The Chronicles of Riddick, tresadenn-bev The Chronicles of Riddick: Dark Fury, ha Riddick), ha daou c'hoari video (The Chronicles of Riddick: Escape from Butcher Bay ha The Chronicles of Riddick: Assault on Dark Athena). Taolennet eo bet an dudenn Riddick gant an aktour Vin Diesel nemetken evit an holl frañchiz.

Hervez ar pezh a vez roet da c'houzout er frañchiz, Riddick a zo ur preizher mailh o fiñval bliv ha didrouz. Un den kalet eo gant un anaoudegezh hir war penaos lazhañ tud pe anevaled dre nep doare. Bez eo ivez un dresitvever barrek, brudet evit bezañ diaes spontus da zerc'hel en un toull-bac'h. Lakaet e vez da gablus evit un toullad muntroù ha lakaet e vez war-wel evel un den dañjerus merubet. En desped da-se e-pad e istor e vez tu gwelet anezhañ o vont gant obererezhioù ar mat evit saveteiñ tud dre vras o vont a-enep e spered dreistbever.

Donezonoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud ar ouenn Furian a zo donezonet evit bezañ kadourien barrek. An tu a zo dezho da welet en noz ha da vezañ kizidik da tommder ar boudoù-bev, da fiñval bliv, buanoc'h evit n'eo tu gant un den all. Ar gudenn a-sav gant e donezon gwelet e-pad an noz pe en deñvalijenn a zo e vez rediet da zougen lunedoù evit chom hep bezañ dalet gant ar gouloù skiltr.

Armoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An armoù implijetañ gant Riddick a zo:

  • Daou gontell hir bet savet gant menec'h, ar gontilli Ulaks a zo kontilli hir ha lemm gant un dornell a ra tro ar vrec'h.
  • An daouarn, rak Riddick a zo ur preizher o lazhañ a dost.
  • un tasad te
  • Ur gontell Necromonger
  • Ur c'hleze askorn savet gantañ e-unan adal un aneval lazhet.

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarioù video[kemmañ | kemmañ ar vammenn]