Mont d’an endalc’had

Reveulzi orañjez

Eus Wikipedia
Reveulzi Orañjez
dispac'h
Rann eusreveulzioù al livioù, brezel yen nevez Kemmañ
StadUkraina Kemmañ
Deiziad kregiñ22 Du 2004 Kemmañ
Deiziad echuiñ23 Gen 2005 Kemmañ

Ar Reveulzi orañjez (ukraineg: Помаранчева революція, Pomarantcheva revoliutsiia) a voe un heuliad manifestadegoù hag a voe mammenn kemmoù meur en Ukraina. Padet e oant eus miz Du 2004 betek miz Genver 2005. Nerzh diazez ar Reveulzi orañjez a oa bet youl hollek ar bobl[1], a oa kounnaret goude disoc'hoù dilennadeg prezidantel 2004 en Ukraina hag a oa bet gwelet evel un dilennadeg gant goubrenerezh, gwaskadur war ar vouezhierien ha floderezh dilennel[2]. Kyiv, kêrbenn ar vro, e oa al lec'h pennañ o kreizenniñ an holl luskadoù emsavet a-enep an dilennadeg e stumm ur rezistañs keodedel, gant milieroù a dud o vanifestiñ bemdez[3]. Dre ar vro[4] e oa bet disenterezh keodedel, sit-inoù hag harzoù-labour hollek aozet gant luskadoù lies.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Kuzio, Taras (March 2007). "Oligarchs, Tapes and Oranges: 'Kuchmagate' to the Orange Revolution". Journal of Communist Studies and Transition Politics 23 (1): 30–56. DOI:10.1080/13523270701194839. ISSN 1352-3279
  2. Karatnycky, Adrian (2005). "Ukraine's Orange Revolution". Foreign Affairs 84 (2): 35–52. DOI:10.2307/20034274. ISSN 0015-7120
  3. Andrew Wilson, "Ukraine's 'Orange Revolution' of 2004: The Paradoxes of Negotiation", in Adam Roberts and Timothy Garton Ash (eds.), Civil Resistance and Power Politics: The Experience of Non-violent Action from Gandhi to the Present, Oxford University Press, 2009, pp. 295–316.[1] Patrom:Webarchive
  4. Karatnycky, Adrian (2015-09-15). "Ukraine's Orange Revolution" (in en-US).