Reveulzi amerikan
| Bro | Stadoù-Unanet |
|---|---|
| Lec'h | Thirteen Colonies |
| Deiziad | 22 Meurzh 1763 |
| Deiziad kregiñ | 1765 |
| Deiziad echuiñ | 1783 |
| Darvoud-alc'hwez | Boston Tea Party |
Ar Reveulzi amerikan (saozneg : American Revolution) (1765–1783) a oa bet ur bec'h politikel etre Trizek trevadenn Norzhamerika ha Rouantelezh Breizh-Veur. Houmañ a voe orin ar brezel a zegasas dizalc'hiezh an trevadennoù, a zeuas da vezañ Stadoù-Unanet Amerika war-lerc'h. An Eil kendalc'h kevandirel en doa lakaet sevel ar C'hontinental Army ha lakaet en he fenn George Washington e 1775. Bloaz war-lec'h, ar C'hendalc'h a oa bet oc'h embann a-unvouezh Disklêriadur dizalc'hidigezh Stadoù Unanet Amerika. E-pad an darn vrasañ eus ar brezel e oa chomet amsklaer piv a vije trec'h. E 1781 memestra e oa bet un trec'h anat gant Washington hag al Lu kevandirel e Seziz Yorktown, ar pezh en doa rediet ar roue Jord III hag ar Saozon da gevraouiñ fin an trevadennerezh breizhveuriat en Amerika ha da sevel a-du gant dizalc'hiezh ar Stadoù-Unanet. Kadarnaet e voe gant skrid-emglev Pariz e 1783.