Reveulzi Rusia
| Rann eus | Dispac'hoù etre 1917 ha 1923 |
|---|---|
| Stad | Impalaeriezh Rusia |
| Lec'h | Impalaeriezh Rusia |
| Raklec'hiet gant | Dispac'h Rusia 1905 |
| Deiziad | 1917 |
| Perzhiad | Bolchevik, Mencheviked, Strollad Sokialour Reveulzier |
| Efed | Kentañ Spont Ruz, diskar Impalaeriezh Rusia, luskadoù disrannour e-kerzh ar brezel diabarzh rusian |
| Deskrivet en URL | https://www.treccani.it/enciclopedia/rivoluzioni-russe_(Enciclopedia-dei-ragazzi)/, https://www.treccani.it/enciclopedia/la-rivoluzione-russa_(Storia-della-civilt%C3%A0-europea-a-cura-di-Umberto-Eco)/, https://www.treccani.it/magazine/atlante/geopolitica/La_Rivoluzione_Russa_i_giorni_che_cambiarono_il_mondo.html |
Reveulzi Rusia eo hollad an darvoudoù politikel ha sokial a oa bet e Rusia, ha kroget e 1917. D'ar mare-se a oa bet kouezhet ar vonarkiezh ha deuet e oa war wel un doare gouarnamant sokialour goude daou reveulzi diouzh renk hag ur brezel diabarzh. Gwelet a c'heller an dra-se ivez evel diaraog reveulzioù all hag a c'hoarvezas goude ar C'hentañ Brezel-bed, evel Reveulzi Alamagn e 1918–1919. Reveulzi Rusia a oa bet unan eus darvoudoù pennañ an XXvet kantved.
Kronologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un dispac'h a oa bet e Rusia e 1905 dija, boulc'het diwar meur a abeg, en o zouez koñdisonoù bevañ ar boblañs, kresk ar strolladoù politikel frankizour enebet ouzh ar sistem politikel renet gant an tsar, ha gwask sevenadurel pobloù an impalaeriezh na oant ket rusian.
Reveulzi Rusia a oa kroget gant Reveulzi miz C'hwevrer e penn kentañ ar bloavezh 1917, e-kerzh ar Brezel-bed Kentañ. An Impalaeriezh alaman he doa bet trec'hioù meur war Talbenn ar Reter, ha diaesterioù bras a oa savet evit Impalaeriezh Rusia : kolloù uhel, pourvezioù o vont war fallaat, diaesterioù evit produiñ boued ha gounit greun. Digalonekaet e oa nerzhioù lu an Impalaeriezh, hutined a oa muioc'h-mui[1]. Kavout a rae d'ar pennoù uhel ne oa nemet un diskoulm : dilez an Tsar Nikolaz II, evit gallout kenderc'hel gant ar brezel ha gwareziñ an Impalaeriezh. Nikolaz II a oa savet a-du ganto ha dilezet e garg d'ar 24 a viz C'hwevrer. Krouet e oa bet neuze ur gouarnamant da c'hortoz renet gant an Douma rusian (ar parlamant).
Ganedigezh ar soviedoù ha galloud rannet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E-kerzh an trubuilhoù, soviedoù a oa bet savet gant annezidi eus Petrograd ha ne oant ket enebet ouzh ar Gouarnamant da C'hortoz da gentañ ; en desped da-se, ar soviedoù o devoa c'hoant da bouezañ evit kaout levezon war politikerezhioù ar gouarnamant ha kontrolliñ ar bezenoù. E miz Meurzh, Rusia a oa renet gant daou c'houarnamant o keveziñ an eil gant egile. Ar gouarnamant da c'hortoz a oa mestr war an aferioù milourel hag al liammoù etrebroadel, met rouedad ar soviedoù a oa galloudus evit ar vuhez kevredigezhel. En un doare anat e oa mestr ar soviedoù war renkad al labourerien, ha war ar rummad etre a oa o tiwan. E-pad ar mare trubuilhet-se e voe mutinerezhioù lies, manifestadegoù hag harzoù-labour. Meur a aozadur politikel sokialour pe eus an tu kleiz o doa klasket kaout levezon war pep gouarnamant. Ar re vrudetañ e oa bet ar vencheviked, ar Strollad Sokialour Reveulzier, an anarkourien, ha dreist-holl ar volcheviked, ur strollad eus an tu kleiz pellañ renet gant Vladimir Lenin.
Ar volcheviked o kemer ar galloud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Da gentañ ne oa ar volcheviked, nemet ur strollad bihan ; en desped da-se e oant deuet a-benn da c'hounit galloud dre ur program a bromete peoc'h, douar ha bara ; un arsav-brezel gant Impalaeriezh Alamagn, reiñ douaroù d'ar beizanted, ha reiñ lamm da naonegezh ar brezel[2]. Ur wech er galloud, ar Gouarnamant da C'hortoz en doa choazet kenderc'hel gant ar brezel, en desped da c'hoant hollek ar boblañs da baouez gant ar brezel. En ur gemer harp war an diviz-se da zerc'hel gant ar brezel, ar volcheviked hag al luskadoù sokialour all o doa tapet muioc'h a skoazell gant ar bobl evit kas ar reveulzi war-raok. Evel diskoulm ha talañ ouzh ar c'hlemmoù a oa e Petrograd, ar gouarnamant da c'hortoz en doa mouget ar vanifesterien, ar pezh a voe mammenn Devezhioù Gouhere 1917. Ar volcheviked o devoa kendeuzet ar bezenoù labourerien a-du ganto en un aozadur anvet ar Gwarded ruz evit difenn an dispac'h. Aet e oa an darvoudoù war washaat betek ar 25 a viz Here pa oa tarzhet Dispac'h miz Here, un emsavadeg armet gant ar volcheviked e Petrograd, hag a roas lamm d'ar gouarnamant da chortoz. Goude-se o doa ar volcheviked savet o gouarnamant dezho ha disklêriet krouidigezh Republik Sokialour Kevreadel Soviedel Rusia (RSKSR). Dindan gwask an argadennoù milourel alaman, ar volcheviked o devoa dilec'hiet ar gêr-benn e Moskov. An RSKSR a oa kroget da adaozañ an impalaeriezh rusian e stumm ar c'hentañ Stad sokialour, evit lakaat e pleustr an demokratelezh soviedel er vro met ivez gant ur sell etrebroadel. Ar promesa a oa bet graet ganto da baouez gant kemer perzh er C'hentañ Brezel-bed a voe dalc'het pa oa bet pennoù ar volcheviked o sinañ skrid-emglev Brest-Litovsk gant Impalaeriezh Alamagn e miz Meurzh 1918. Ar volcheviked o devoa krouet an Tcheka, ur polis kuzh ha servij surentez reveulzier o labourat e mesk an dud, evit pinijennañ ha lazhañ ar re gwelet evel "enebourien d'ar bobl" e kampagnoù a voe lesanvet Spont ruz.
Brezel diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Volcheviked a oa harpet mat en takadoù kêrel, met enebet e oant gant nerzhioù estren ha diabarzh ha na felle ket dezho degemer o c'hournamant. Rusia a oa bet a-benn neuze un tiriad gant ur brezel diabarzh, lec'h ma oa ar re Ruz (Bolcheviked), enebet ouzh enebourien lies, luskadoù broadelour, strolladoù sokialour enep bolchevik, anarkourien, monarkourien ha frankizourien ; an daou diwezhañ a oa bet goude-se oc'h harpañ kreñv ar pezh a voe anvet al luskad Gwenn (pe ar re Wenn), hag a oa mestroniet dreist-holl gant ofiserien eus an tu dehoù ha gwelet evel stourmerien o wareziñ ha klask adsevel an urzh impalaerel. Ar volcheviked, diwar atiz ar c'homiser Lyev Trotsky, a oa kroget da sevel bezenoù labourerien leal d'ar Volcheviked el Lu Ruz. An darvoudoù pennañ a oa bet tremenet e Moskov ha Petrograd, met e kement kêr eus an impalaeriezh a oa e oa bet dilec'hioù, evel er proviñsoù gant kumuniezhoù broadel, ha war ar maezioù gant ar beizanted o kemer ar galloud hag o rannañ an douaroù.
Krouidigezh an URSS
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa ar brezel o padout, an RSKS rusian a oa bet o ledañ ar galloud soviedel en Armenia, Azerbaidjan, Bielorusia, Jorjia, hag Ukraina. Ar rediñ da unvaniñ en ur marevezh brezel hag evit talañ ouzh emelladenn galloudoù estren en doa lakaet an RSKS da strollañ ar broadoù dindan ur banniel, ha krouet e oa bet an URSS. An istorourien a echu ar mare reveulzier e 1922-1923, pa oa bet echuet gant ar brezel diabarzh ha trec'het al lu gwenn hag al luskadoù dizalc'hour, ar pezh a voe mammenn d'un divroañ ramzel diouzh Rusia. Ar strollad bolchevik trec'her a oa bet adurzhiet e stumm Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel, ha chomet e oa er galloud gantañ e-kerzh 60 vloaz goude-se, betek freuzadenn an Unaniezh Soviedel.
Kenarroud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Reveulzi Rusia 1905 a oa bet un darvoud diazez o tegas Reveulzioù 1917. Darvoudoù ar Sulvezh gwadus o devoa lakaet da sevel ur barrad kounnar bras dre an impalaeriezh gant manifestadegoù ha betek mutinerezh soudarded. Ur c'huzul labourerien anvet Soviet Sant-Petersbourg a oa bet krouet goude ar flastradenn kriz.Patrom:Sfn Reveulzi 1905 a oa bet talet garv, ha pennoù soviet St. Petersbourg a voe harzet. Drezhe e oa bet krouet goustadik ha dre guzh Soviet Petrograd ha luskadoù reveulzier all ar pezh a zegaso darvoudoù 1917. Reveulzi Rusia 1905 en devoa degaset krouidigezh an Douma (parlamant) hag a vo krouer ar Gouarnamant da c'hortoz e miz C'hwevrer 1917.[3]
Disoc'hoù drastus nerzhioù lu Rusia e 1914–1915 o devoa degaset tabut tro-dro d'an tzar Nikolaz II hag an dierniezh Romanov. Ar from broadelour ha brogarour a oa bet berrbad ha freuzet e-tal ar c'holloù hag an doareoù bevañ en dienez war Talbenn ar Reter. An Tsar a oa bet o wasaat an traoù dre e c'hoant da vezañ penn eeun Lu Impalaeriezh Rusia e 1915, ur c'hefridi kalz re bonner evitañ. Dre ar c'hoant-se e oa deuet da vezañ an den kablus eus ar c'holloù dizehan a oa gant Rusia. Ouzhpenn-se, Tsarina Alix, hag a rene e-kerzh ma oa an Tsar e-penn al luioù en talbenn, a oa ganet alaman, drezhe e oa kroget ur from difiziañ enni, ar pezh a oa gwasaet dre e liammoù gant Grigoriy Raspoutin. Levezon Raspoutin a oa gwallreuzus d'ar galloud lakaet e oa bet ministred divarrek ha goubrenerezh diroll a oa kroget. An holl kemmoù fall-se o devoa gwasaet stad ar bobl e Rusia.[3]
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Anthony Beevor, Russie : Révolution et Guerre Civile (1917-1921), Calmann-Lévy, 2022, 568 p., ISBN 978-2702183519 (troet diwar ar saozneg)
- (fr) Orlando Figes, La Révolution russe: 1891-1924 : la tragédie d'un peuple, Denoël, 2007, 1120 p., ISBN 978-2207258392
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Petrone, Karen (08/102017). "David R. Stone, The Russian Army in the Great War: The Eastern Front 1914–1917". The Journal of Power Institutions in Post-Soviet Societies (18). DOI:10.4000/pipss.4270. ISSN 1769-7069
- ↑ Food and Nutrition (Russian Empire) | International Encyclopedia of the First World War (WW1).
- ↑ 3,0 ha 3,1 (2016) Reinventing Russia. Collingwood : History Teachers Association of Victoria. ISBN 978-1-8755-8505-2.