Sekseladur

Revelekadur pe sekseladur[1] a vez graet eus un doare da bouezañ war natur pe doareoù reizhel un hinienn. Ar sekseladur a zo liammet ouzh an objetadur reizhel, o welet un den dre ur sell reizhel nemetken evel un objed c'hoant. Hervez an American Psychological Association, ar sekseladur a erru pa vez "hiniennoù hag a zo gwelet evel objedoù seksel ha priziet hervez spisverkoù korf hag ar broudañ seksel pe sexiness."[2] "Studi goude studi, an disoc'hoù a ziskouez splann eo muioc'h ar maouezed evit ar baotred hag a zo gwelet en un doare reizhel (da skouer, gwisket gant dilhad o tiskouez kroc'hen, gant pozioù korfel pe c'hoari gant an dremm hag a ziskouezfe ar c'hoant reizhel) hag a zo lakaet da dalvezout evel objedoù (da skouer, implijet evit kinklañ, pe gwelet evel ul lodenn korf dreist-holl muioc'h evit un den a-bezh). Ouzhpenn-se, ur standart tresoù korf koant (ha dibosubl da dizhout alies) a vez lakaet da bal hag implijet. Ar skouerioù-se a zo diskouezet d'ar merc'hed yaouank da vezañ studiet ha kemeret evel skouer."[3][4]
Sevenedur ha mediaoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad spisoc'h o plediñ gant ar reizh er mediaoù hag er sevenadur gwelet Pornifikadur
Ar revelekadur a zo ur sujed studiañ ha tabut e-touez an enklaskerien skol-veur o plediñ gant ar mediaoù ha studioù sevenadurel. Frederick Attenborough a embann n'eo an droienn nemet unan implijet evit ober anv eus ar pezh a seblant bezañ ur gudenn sevenadurel, met implijet eo muioc'h evit lakaat war-wel ur gudenn ledanoc'h ha liesstumm gant an holl zoareoù ma 'z eo deuet ar reizh da vezañ ken gwelus er mediaoù hag er sevenadur[5]. E-touez ar re-se: ledanadur an talvoudegezhioù liammet ouzh ar revelezh, an doareoù d'ober hag an identelezhioù er mediaoù[6]; kresk an diazezoù reizhel; da skouer, levrioù ha filmoù erotek, ar faltazi slash, levrioù o plediñ gant ar seks hag an holl diazezoù pornografek; dasorc'hidigezh doareoù revel nevez, evel implij an eskemmoù eeun dre gemennadennoù pe diazezoù reizhel nevez gant sikour an teknologiezhoù; un nec'h foran a-zivout torr an harzoù war an doareoù da zielfennañ ha talañ ouzh ledanadur diroll an hudurniezh; ar gwallreuzioù diniver, gwallreuzioù ha pennfoliñ o welet ar reizh ken gwelus er mediaioù[7][8].
Hervez an teulfilm gant Aozadur deskadurezh ar mediaioù Killing Us Softly 4: Advertising's Image of Women, ar sekseladur eus ar merc'hed er mediaioù hag an doare ma 'z eo taolennet ar maouezed er sevenadur pennañ a zo ur skoilh evit diorroadur ar merc'hed yaouank p'emaint o tizoloiñ ha krouiñ o identelezh ha ma krogont da blediñ gant ar fed bezañ un hinienn reizhel[9].
An droiennoùs "pornifikadur" ha "pornografikadur" a zo bet implijet ivez evit diskrivañ an doare ma vez implijet ar c'henedouriezh hag a boaz da vezañ kavet er bornografiezh met azasaet en ur stumm ledan er sevenadurezh hollek, betek ar mediaioù foran o tegemer doareoù nevez "oc'h ober dave da stiloù pornografek, ar jestraouiñ hag ar c'henedouriezh liammet" a zo deuet da vezañ implijetoc'h.[10] An doare d'ober-se a zo bet taolennet gant Brian McNair evel "pornografikadur ar mainstream".[11] ha diorroet eo gant ledanadur sevenadurezh kelc'h ar bornografiezh pe "pornosferenn" hag a zo deuet ivez da vezañ aesoc'h da dizhout evit arvesterien liesoc'h. Hervez McNair, an doare d'ober-se a zo liammet gant kenarroud donedigezh ar "sevenadurezh striptease" hag a zo bet o flodañ an harzoù etre buhez foran hag ar bed prevezh er sevenadurezh kornôgel, dre ma vez pouezet kalz war an doareoù-bevañ, ar gwirvoud, al liammoù, ar prevezded foran hag en em lakaat war-raok.[11]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://www.brezhoneg21.com/geriadurGB.php?galleg=sexualisation
- ↑ Dewar, Gwen (October 2012). The sexualization of girls: Is the popular culture harming our kids?. Parenting Science.
- ↑ Patrom:Cite report
- ↑ (March 2007) "Adolescents' exposure to a sexualized media environment and their notions of women as sex objects". Sex Roles 56 (5): 383–384. DOI:10.1007/s11199-006-9176-y Pdf. Patrom:Webarchive
- ↑ (November 2011) "Complicating the sexualization thesis: The media, gender and 'sci-candy'". Discourse & Society 22 (6): 659–675. DOI:10.1177/0957926511411693
- ↑ (2013) "Discourse analysis and sexualisation: a study of scientists in the media". Critical Discourse Studies 10 (2): 223–236. DOI:10.1080/17405904.2012.736704
- ↑ (February 2006) "Sexed up: theorizing the sexualization of culture". Sexualities 9 (1): 77–94. DOI:10.1177/1363460706053336
- ↑ Attwood, Feona (2009). Mainstreaming sex the sexualization of Western culture. London : I.B. Tauris. ISBN 9781845118273.
- ↑ Patrom:Cite AV media
- ↑ (2007) Pornification: sex and sexuality in media culture. Oxford New York : Berg. ISBN 9781845207045.
- ↑ 11,0 ha11,1 McNair, Brian (2002). Striptease culture sex, media and the democratization of desire. London New York : Routledge. ISBN 9780415237345.
