Republikoù partizan Italia
Neuz

Republikoù partizan Italia
Iskevrennad eus | Stad gant nebeut anavezadur ![]() |
---|
Ar Republikoù partizan Italia (italianeg: repubbliche partigiane d'Italia) berraet er stumm repubbliche partigianepe (republikoù partizan) anvet ivez Zonennoù dieub (italianeg: Zone libere) [1] a oa bet stadoù da c'hortoz savet gant partizaned italian en takadoù dieubet diouzh dalc'h an Alamaned hag ar Faskourien (pe dieub evit abegoù politikel) en hañv 1944, e-kerzh an Eil Brezel-bed. Er menezioù pe takadoù gant tergin eus Norzhitalia edont, a-hed an Alpoù ha norzh an Apenninoù. An holl anezho a oa bet berrbad, lod anezho o vezañ bet aloubet gant ar Wehrmacht un nebeud sizhunioù goude an disklêriadurioù hag adlakaet e tiriad ar Republik Sokial Italian.
Listenn ar Republikoù partizan italian
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Republik Alba (10 a viz Here – 2 a viz Du)
- Republik Alto Monferrato (miz Gwengolo – 2 a viz Kerzu)
- Republik Alto Tortonese (Miz Gwengolo – miz Kerzu)
- Republik Bobbio (7 a viz Gouhere – 27 a viz Eost)
- Republik Cansiglio (Gouhere – Gwengolo)
- Republik Caporetto (10 a viz Gwengolo - Du 1943): Kentañ republik embannet e su Italia
- Republik Carnia (26 a viz gwengolo – 10 a viz Here)
- Republik Corniolo (2 a viz C'hwevrer – Meurzh 1944)
- Republik dieubet Forno (9-13 a viz Even 1944): eno e voe garv ar flastradur, gant lazhadeg Forno
- Republik reter Friuli (30 a viz Even – Gwengolo 1944)
- Republik Pigna (IM) (18 a viz Gwengolo 1944 – 8 a viz Here 1944)
- Republik Langhe (Gwengolo – miz Du)
- Republik Maschito (15 a viz Gwengolo - 5 a viz Here 1943)
- Republik Montefiorino (17 a viz Even – 1añ a viz Eost)
- Republik Ossola (10 a viz Gwengolo – 23 a viz Here)
- Republik Pigna (18 a viz Gwengolo 1944 - 8 a viz Here 1944)
- Republik Torriglia (26 Even – 27 a viz Du)
- Republik traoñienn Ceno (10 Even – 11 a viz Gouhere)
- Republik traoñiennoù Enza ha Parma (Even-Gouhere)
- Republik traoñiennoù Maira ha Varaita (Even– 21 a viz Eost)
- Republik traoñienn Taro (15 a viz Even - 24 a viz Gouhere)
- Republik traoñienn Lanzo (25 a viz Even – Gwengolo)
- Republik traoñienn Sesia (11 a viz Even – 10 a viz Gouhere)
- Republik Varzi (19/24 a viz Gwengolo – 29 a viz Du)