Republikanouriezh iwerzhonat
| Iskevrennad eus | Republikanouriezh, Irish nationalism |
|---|
Ar Republikanouriezh iwerzhonat (Iwerzhoneg: poblachtánachas Éireannach) eo anv al luskad politikel a stourm evit mennad Republik Iwerzhon, er-maez eus ar galloud saoz. E-kerzh kantvedoù an emsav iwerzhonat e voe implijet kadoniezhoù ha mennozhioù niverus, kement dre an dilennadegoù ha dre ar stourm armet. Harpet eo bet dre ar bed, hervez ar mare.
Donedigezh ar vroadelouriezh, an demokratelezh, hag ar radikalerezh o devoa degaset un diaz solut d'an emsav-se, gant strolladoù o tiwan e pep korn an enezenn, an holl anezho o tifenn ar c'hoant dieubidigezh. Kolloù er parlamant o devoa lakaet da c'hwezhañ emsavadegoù ha kampagnoù armet, hag a oa bet mouget garv gant nerzhioù Breizh-Veur ha kenlabourerien dezho. Emsavadeg Pask, an taol milourel c'hwitet brudet a oa bet e-kreiz ar C'hentañ Brezel-bed, kement hag ar feulstar garv gant ar Saozon, o doa degaset un harp poblek d'an emsav braodelour. Ur republik iwerzhonat a oa bet disklêriet e 1916 ha deuet da vezañ gwirvoud goude brezel dieubidigezh Iwerzhon. Brezel diabarzh Iwerzhon, tarzhet e 1922, a oa bet ganet diwar rannadur an enezenn.
Obererezhioù ar republikaned, gant kampagnoù armet, a oa kendalc'het e Stad nevez savet Norzhiwerzhon, ur rannvro eus ar Rouantelezh-Unanet. An enebiezhoù en tiriad-se a oa bet d'ar gwashañ e-pad the Troubles (Na Trioblóidí) adalek 1969. Kalz strolladoù damsoudardel a oa bet ganet : ar republikaned er Provisional Irish Republican Army dreist-holl, o doa stourmet en ur c'hampagn taer a-enep ar Saozon e-pad 30 vloaz. Dileuriet gant ar Sinn Féin, ar republikaned a oa aet goustadik war tachenn an obererezhioù politikel nemetken, betek kemer perzh aergerzh peoc'h Norzhiwerzhon hag ar Good Friday Agreement e 1998. Abaoe eo bet ar PIRA o tizarmañ ha meur a republikan a zo bet dilennet e postoù er gouarnamant : ar republikaned ha n'emaint ket a-du gant an disoc'h-se a vez graet republikaned dissivouderien anezho.