Republik Srpska (1992-1995)
| Deiziad krouiñ | 9 Genver 1992 |
|---|---|
| Bro | Socijalistička Federativna Republika Jugoslavija, Yougoslavia |
| Kêr-benn | Banja Luka |
| E tiriad | Republik Sokialour Bosnia ha Herzegovina |
| Daveennoù douaroniel | 43°48′43″N 18°34′16″E |
| Renad politikel | republik parlamantel |
| Office held by head of state | prezidant Republik Srpska |
| Korf lezenniñ | National Assembly of Republic of Srpska |
| Darempred diplomatel | Serbia |
| Bet erlec'hiet gant | Republika Srpska |
| Deiziad divodañ | 14 Kerzu 1995 |
| Douaroniezh an danvez | geography of Republika Srpska |
| Istor | history of Republika Srpska |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Republika Srpska (1992–1995) |

Republik Srpska (serbeg : Република Српска Repǔblika Sr̩̂pska), berraet en RS, a oa un tiriad douaroniel emzisklêriet evel Stad en Europa ar Gevred ha renet gant Arme Republik Srpska e-kerzh Brezel Bosnia. Disklêriañ a rae bzañ ur Stad emren, met ne oa ket bet peurzegemeret gant gouarnamant Republik Bosnia-ha-Herzegovina (tiriad RS a oa degemeret evel ul lodenn eus tiriad ar vro), Aozadur ar Broadoù Unanet, ha Serbia ha Montenegro hervez Kenemglevioù Geneva. Padet e oa c'hwec'h miz, gant an anv ofisiel Republik Serbia Bosnia ha Herzegovina (serbeg : "Српска Република Босна и Херцеговина, Srpska Republika Bosna i Hercegovina").
Goude 1995, Republik Srpska a oa bet degemeret evel unan eus div lodenn politikel Bosnia ha Herzegovina. An harzoù goude 1995 evit an RS a zo, goude marc'hatadennoù munut, diazezet war al linennoù talbenn a oa pa oa bet sinet skridoù-emglev Dayton d'ar 14 a viz Du 1995. An tiriad a zo neuze unan eus disoc'hoù Brezel Bosnia met hep diazez istorel. En tiriad emañ neuze rannvroioù istorel eus Bosnia ha Herzegovina, met dre an emglevioù bet kavet ne veze ket lodennoù hollek pe dost. Gant an doare didroc'hañ-se e chome disrannet en un doare politikel rak ar rannadurioù na oant ket reoù klok.