Republik Soviedel Elzas-Loren

Eus Wikipedia


Banniel Republik Elzas-Loren

Ur Republik Soviedel berrbad e oa Republik Soviedel Elzas bet krouet e framm Dispac'h Alamagn da geñver diwezh ar C'hentañ Brezel-bed e Proviñs Elzas, bet enbarzhiet evel ur rann eus Alamagn abaoe 1871.

Savet e oa bet ar Republik gant martoloded ar Morlu Impalaerel eus Elzas ha Loren hag o doa kemeret perzh en emsavadeg e Kiel. Degouezhout a rejont en Elsaz d'an 9 a viz Du 1918, un devezh goude ma oa bet disklêriet Stad Dieub Bavaria, ha degemeret e voent gant miliadoù a dud e Plasenn Kléber, plasenn vrasañ ar gêr. An deiz war-lerc'h e voe savet gante Kuzul ar Soudarded hag al Labourerion ha dont a reas ar gêr da vezañ dindan o beli. Gwelet e veze bannieloù ruz e pep lec'h, betek ouzh an iliz-veur.

En em astenn a rae al luskad dispac'h dre Elzas ha Loren ha savet e voe Soviedoù damheñvel all e Hagenau, Milhüse (Mulhouse), Schlettstadt (Sélestat), Kolmar, Metz ha kêrioù all. Leusket e voe da vont ar brizonidi politikel ha disklêriet e oa ar gwir da embann kelaouennoù en un doare frank.

Lañset e oa bet un harz-labour o c'houlenn goproù gwelloc'h ha uhelaet e voe ar goproù dre dekred gant ar Sovied daoust ha ma save a-enep perc'henned al labouradegoù.

Rak aon ma'c'h afe an traoù war washaat e pedas Jacques Peirotes, e penn ar Strollad Sokialour e Strasbourg, ouzh Jeneraled Frañs degas bagadoù soudarded evit lakaat urzh eno ha d'an 22 a viz Du 1918 e tegouzhjont ha laket e oa bet al lec'h dindan beli Frañs. Nullet e oa bet raktal an holl divizoù bet kemeret gant Sovied Strasbourg, torret gante an harzhoù-labour dre heg ha bac'het pennoù ar Republik Soviedel.

Gwelit ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.