Mont d’an endalc’had

Republik Ambroazian

Eus Wikipedia

Republik Ambroazian, Repubblica Ambrosiana en italianeg, eo anv ar gouarnamant republikan a renas Milano etre 1447 ha 1450. Savet e oa bet ar gouarnamant-se gant ur strollad noblañsed, dezhe mennozhioù tost ouzh re ar c'hGibellined ha tiegezh nobl ar Visconti. Diskaret e voe pa zeuas Francesco Sforza da vezañ dug Milano de facto, d'ar 25 a viz Meurzh 1450.

Anvet e voe ar Republik en enor da sant Ambroaz (Sant'Ambrogio), eskob Milano etre 374 ha 397, deuet da vezañ sant paeron ar gêr.

Sant-Ambroaz (340-397), sant paeron Milano (mozaik e Bazilikenn Sant Ambroaz)

Pa dremenas dug Milano Filippo Maria Visconti a-daol-trumm d'an 13 a viz Eost 1447 e voe taolet ar gêr en dizurzh gant e varv dic'hortoz ha gant an tizh ma skoas ar re a felle dezho kaout e ditl. Filippo Maria n'en doa hêr ebet dre ar gwad nemet ur verc'h hag abalamour da se e tigore un enkadenn susit.

Deus un tu, o kemer harp war testamant Giovanni Galeazzo Visconti, tad Filippo Maria, Bro-C'hall a c'houlenne an dugelezh evit Charles d'Orléans, mab Valentina Visconti. Disklêriañ a rae Bro-Spagn e oa bet choazet Alfoñs V, roue Aragon gant Filippo Maria da hêr pa oa prizonier en e zalc'h. Francesco Sforza a felle dezhañ kaout an dugelezh dre ma oa dimezet gant bastardez Filippo Maria, Gwenn Maria. Evit echuiñ, Loeiz I Savoia, breur da intañvez Filippo Maria, a c'houlennas e vije roet ar gurunenn d'an impalaer Frederig III. Alfoñs Aragon ha Francesco Sforza e oa an daou susitour pennañ harpet gant poblañs Milano.

Re Bracceschi, harperien roue Aragon, a gemeras ar galloud d'an 13, an noz end-eeun ma oa aet an dug Filippo Maria da anaon, hag a redias ar gabitened da douiñ fealded da Alfoñs[1]. Koulskoude e krede keodediz all e vefe moaien da sevel ur republik. Lod, evel ar skolaj gwiraouriezh e Pavia, a gomze eus deizioù ar republik kozh evel eus un oadvezh aour[2]. Ar varc'hadourien o welet finbortez Republik Venezia, a harpe ar soñj-se[3]. D'ar 14 diouzh ar beure, ar Republikaned a atizas ar bobl da sevel a-enep re Bracceschi, dindan renerezh ur strollad keodedourien eus Milano, Innocenzo Cotta, Antonio Trivulzio, Teodoro Bossi, Giorgio Lampugnani ha Giovanni da Ossona en o zouez. Krouet e voe ar Republik Ambroazian d'an deiz-se.

Gouarnet e oa ar Republik gant ur c'huzul dilennet, ennañ 24 c'habiten ha difennour eus ar frankiz (Capitani e difensori della libertà), ha gant "Kuzul an Nav C'hant" (consiglio dei Novecento) da lâret eo 150 dileuriad dilennet e pep hini eus ar bodadegoù parrez dalc'het e pep hini eus 6 dor ar gêr. Dont a reas ar c'huzul kabitened da vezañ ur c'huzul 12 kabiten hepken diwezhatoc'h. Abalamour da respetoù berr-kenañ ar gabitened (daou viz) e oa dalc'het ar galloud gwir gant ar C'huzul.

Brezelioù ar Republik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Buan a-walc'h e voe nac'het levezon ar Republik nevez-frammet gant kêrioù all an dugelezh, dreist-holl abalamour ma oa o fennoù eus tu ar gibellined hag a-enep da Venezia. Pavia ha Parma a zisklêrias o dizalc'hiezh ; padal Lodi ha Piacenza a zegemeras ar Venezianed. Evit herzel na vefe dispennet tiriad an dugelezh e c'halvas ar Republik Ambroazian Fransesco Sforza e penn arme Milano.

Adtapout a reas Pavia d'ar 17 a viz Gwengolo 1447 ha Piancenza d'ar 16 a viz Du goude ur seziz hir ha gwadek. Dont a reas poblañs Milano da vezañ nec'het o welet galloud Sforza o vont war-gresk. Met abalamour d'an distabilder politikel, ne zeuas ket an ensavadurioù republikan a-benn da sevel ur strategiezh poellek, ha kenderc'hel a reas Fransisco Sforza gant e aloubadegoù a-hed ar mizioù. Distrujiñ a reas morlu Republik Venezia war ar Po ha trec'h e voe war an douar e Caravaggio.

Met souezhet e voe an holl gant pa cheñchas Sforza penn d'ar vazh : sinañ a reas un emglev gant Venezia. Kregiñ a reas da aloubiñ tiriad an dugelezh. E Milano, Carlo Gonzaga di Sabbioneta a voe anvet Kabiten Jeneral ar Bobl (capitano generale del popolo) evit difenn ar Republik. Met ne oa ket gouest d'en ober ha tamm-ha-tamm e kouezhas kreñvlec'hioù ar Republik. Gant sikour 6000 goprsoudard kaset gant Bro-C'hall ha dugelezhioù tro-dro, Carlo Gonzaga a zieubas Monza eus sez lu Sforza, met ne baouezas ket an aotrou italian da vrezeliñ ha gouest e voe da breizhañ eostoù Milano e miz Mae 1449.

En diabarzh, kemeret e voe an tu kreñv gant ar C'hibellined e miz Gouere 1449, met un ensavadeg aozet gant ar Gelfed a ziskaras ar gouarnamant e fin miz Eost. Nac'het e voe ar gouarnamant nevez gant Carlo Gonzaga a yeas a-du gant Sforza. En desped da emglevioù etre Venezia hag ar Republik evit argas Fransisco Sforza e miz Gwengolo, hennezh a viras ouzh e enebourion a vodañ o armeoù ha gouest e voe da zerc'hel ar gwask war Milano. D'an 21 a viz C'hwevrer 1450, un emsavadeg poblek a ziskaras Kuzul an Nav C'hant. Ar galloud dispac'hel nevez a glaskas en em glevet gant Sforza.

Ur gouarnamant da c'hortoz, renet gant Gaspare Vimercati, a ginnigas kodianañ da Sforza e Vimercate antronoz. D'ar 26 a viz C'hwevrer ez ae tre Sforza e Milano gant karradoù bevañs a-raok mont kuit kerkent d'e gamp e Vimercate, goude bezañ fiziet ar gouarnamant da c'hortoz e Carlo Gonzaga di Sabbioneta. D'an 3 a viz Meurzh, gouarnamant nevez Milano a gase 24 dileuriad da gamp Sforza (4 dre zor eus kêr) da sinañ an emglev a roe kêr da hemañ. Anavezet e oa evel dug dre e eured gant Gwenn Maria hag anavezet e oa e vibien pe e verc'hed da hêred, pe e vefent ganet eus e wreg pe bastarded. D'an 11 a viz Merzh e asante bodadeg an holl geodediz d'an emglev met ne asante da hêred nemet ar baotred ganet eus e wreg hervez al lezenn.

D'ar 25 a viz Meurzh 1450, devezh gouel Maria Veurzh, e antreas Francesco Sforza e Milano dre zor Ticino dindan youc'hadennoù levenez ar bobl : dont a rae da vezañ dug Milano ha fin e oa d'ar republik.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ady, Cecilia M; Armstrong, Edward (1907). A History of Milan under the Sforza. Methuen & Co., p. 36
  2. Ady, Cecilia M; Armstrong, Edward (1907). A History of Milan under the Sforza. Methuen & Co., p. 36
  3. Ady, Cecilia M; Armstrong, Edward (1907). A History of Milan under the Sforza. Methuen & Co., p. 36