Republik Alba (1944)
Deiziad krouiñ | 10 Her 1944 ![]() |
---|---|
Anv er yezh a orin | Repubblica di Alba ![]() |
Stad | Italia ![]() |
Kêr-benn | Alba ![]() |
Deiziad divodañ | 2 Du 1944 ![]() |
Enebour | Italia Faskour (1922–1943) ![]() |
Republik Alba a voe ur stad a badas etre an 10 a viz Here 1944 hag an 2 a viz Du 1944 en Alba, en hanternoz Italia, evel ma oa an dud o stourm ouzh ar faskouriezh italian e-pad an Eil Brezel-bed. Bet e oa bet unan eus an tiriadoù lesanvet gant o harperien Republikoù partizan Italia. Kemer a reas anv ur Republik Alba all a oa bet etre 1796 ha 1801 e Piemonte.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dalchidigezh Alba
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe sizhunvezioù e oa tagadennoù gant ar bartizaned war ar gêr. Ar gwarnizon faskour ne oa ket entanet da chom ha klask a rae un doare da gellet mont kuit hep bezañ taget [1]. D'an 10 a viz here 1944, tro 2000 partizan a oa bet oc'h aloubiñ kêr gant nebeut-tre a stourmoù dre ma oa aet kuit an unvezioù faskour renet gant Ippolito Radaelli goude un emglev gant ar bartizaned dindan evezh hag harp C'huria. Ar bartizaned a oa evit darn anezho divizionoù Alpini (troadegiezh-menez) renet gant ar major Enrico Martini.
Ar gouarnamant partizan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar beli war kêr a oa bet roet da Carletto Morelli, padal evit ar pezh a oa ar beli melestradurel trevour e oa chomet dindan galloud tud choazet eus ar vro. Devezh kemeridigezh ar gêr a oa bet savet un dibunadeg gant ar bartizaned gant maouezed ivez, goulennet e oa bet dezhi chom hep kemer perzh gant pennoù ar Rezistañs italian met nac'het o devoa. Ne oa ket bet degemeret mat rak gwisket he oant gant dilhad paotred hag armoù. [2].
An enep-argad faskour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Unvezioù faskour a oa bet o bodañ e Bra ha Pollenzo gant soudarded all o tont eus Torino. Klasket o devoa tremen dre roudour Tanaro goude ar 24 a viz Here met talet e oant bet. Kollet o devoa 11 soudard, ar c'homandant e-touez anezho.[3]
Fin ar Republik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Noz an 2 a viz Du 1944, ar faskourien harpet gant departamanatoù ar Vrigadenn Zu eus Torino ha Cuneo o devoa treuzet ur pont e Pollenzo hag ar roudour e stêr Tanaro ha nebeut amzer goude-se e oant deuet-tre kêr.
Ar bartizaned saouzanet gant an dagadenn bliv ha nerzhus hag int nebeutoc'h eget ma oant bet pa oa aloubet kêr ganto, gant kudennoù dafariñ ha kehentiñ, a oa bet rediet terc'hout er menezioù.
Kollet e oa bet etre 16 ha 100 partizan lazhet ha kalz gloazidi a oa bet etre 10 ha 80 d'an nebeutañ. Evit ar faskourien ne ouier ket, 4 marv ha 10 gloazet hervez ar aprtizan Beppe Fenoglio.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://www.piemonteitalia.eu/en/curiosita/alba-la-prima-repubblica-partigiana
- ↑ « Fu la più selvaggia parata della storia moderna : solamente di divise ce n’era per cento carnevali… Cogli uomini sfilarono le partigiane, in abiti maschili, e qui qualcuno tra la gente cominciò a mormorare : – Ahi, povera Italia ! – perché queste ragazze avevano delle facce e un’andatura che i cittadini presero tutti a strizzare l’occhio. I comandanti, che su questo punto non si facevano illusioni, alla vigilia della calata avevano dato ordine che le partigiane restassero assolutamente sulle colline, ma quelle li avevano mandati a farsi fottere e s’erano scaraventate sulla città !!!… », Beppe Fenoglio, I ventitre giorni della città di Alba, in Gabriele Pedullà (dir.), Racconti della Resistenza, Turin, Einaudi, 2005, p. 90
- ↑ L.M. Grassi, "La Tortura di Alba e dell'albese", ed. Paoline, 1973