Mont d’an endalc’had

Reolenn sant Koulman

Eus Wikipedia
Reolenn Sant Koulman (Levraoueg Vroadel Bro C'hall, skouerenn Mirdi an Abati Landevennec)

Reolenn sant Koulman a zo savet diwar meur a reolenn lakaet da sant Koulman (540 - 23 a viz Gwengolo 615), skrivet evit ren buhez ar venec'h er manatioù. Awen eus meur a manati iwerzhonat en deus tennet, en o zouez abati Bangor.

Skrivet e voe ar reolenn etre 591 ha 610, diwar c'houlenn ar roue meroving Gontran. Ren ar venec'h a voe dalc'het da gentañ en abati Luxeuil, an abati kentañ savet gant sant Koulman (594). Neuze e pouez ar reolenn, hag a voe degemeret gant tost da 90 manati[1].

Paour eo ar manec’h : dilezel a reont e holl vadou, ne c’hellint lega netra, ha ne c’hell dastum netra epad o vuez. An dispriz evit madoù ar bed a vez zispleget evel ar vertuz pennañ. Ret eo d'ar baourentez en em astenn betek ar manati : ne c'hell nemet bezañ perc'henn war e loened ha reiñ an holl brofoù arc'hant d'ar beorien[2].

Un doare binijenn eo an dever a avielañ, anvet pereginatio Dei.

Taer ha direizh a-wechoù, ar reolenn a voe dilezet ken abred hag er VIIvet kantved. Stag e oa Reolenn sant Benead ouzh hini sant Koulman er manatioù a oa dindan he barregezh[1].

Reolennoù sant Kulman a endalc'h ar pezh a zo bet anvet gant an istorourien manatiegezh iwerzhonat pe scot pe keltiek[3]. Un doare aozadur relijiel disheñvel diouzh ar reizhiad roman eo ar gristeniezh keltiek, dre ma'z eo digreizennet. E-barzh ar gristeniezh keltiek e vez anavezet div sevenadur disheñvel : ar sevenadur breizhek (yezhoù predenek) hag ar sevenadur skosat (yezhoù gouezelek), anvet ivez kristeniezh iwerzhonat.[4].

  1. 1,0 ha1,1 (en) Philip Schaff, 2006, Christian Monasticism in the West, The New Schaff-Herzog Encyclopedia of Religious Knowledge
  2. (fr) Georges Friche, La spiritualité celtique, règles et usages [Speredelezh, reolennoù ha boazioù keltiek]
  3. (fr) Reeves, William, 1895, Les monastères celtiques aux VIe et VIIe siècles, d'après les usages de l'ile d'Iona [Manatioù keltiek er VIvet hag er VIIvet kantved, hervez gizioù enez Iona], Annales de Bretagne, Dastumad niverel, Skol-veur Roazhon 2.
  4. (fr) Olivier Loyer, Les Chrétientés celtiques, Roazhon, Terre de Brume, 1993