Mont d’an endalc’had

Renault R35

Eus Wikipedia
Renault R35


Un tank Renault R35
Kinnig
Bro Bro-C'hall Bro-C'hall
Doare Tank skañv
Akipaj 2 zen
Armadur Ur c'hanol SA18 37 mm
Ur vindrailherez 7,5 mm
Mare servij 1935 - 1940 (Arme Frañs)
Produer Renault
Niver produet Etre 1600 ha 1900
Adstummoù R345/40
PzKpfw R35 731 (f) (en arme alaman)
Stummoù kemmet gant an Alamaned e-pad an Eil Brezel-bed (eneptank, trakteur kanolierezh, dezougen munisionoù)
Perzhioù teknikel
Mas 10 tonenn
Hirder 4,2 m
Ledander 1,85 m
Uhelder 2,37 m
Hobregon 40 mm

Galloud 85 MN
Tizh war an hent 20 km/h
Autonomie 140 km
Treuziñ ur skoilh a-blom 0,5 m
Treuziñ un toull 1,6 m (gant barrennoù-souten)
Diribin 60 %

An R35 zo un tank troadegiezh skañv produet evit arme Frañs gant an embregerezh gall Renault adalek 1935. Servijout a reas war an talbenn e 1939-1940, hag en arme alaman betek 1945.

E 1934, an tirlu gall a c'halvas embregerezhioù da ginnig tankoù skañv nevez evit kemer plas an FT-17, a veze implijet abaoe ar Brezel-bed Kentañ. Goulenn a reas kaout ur c'harbed 8 tonenn, dezhañ un akipaj daou zen, div vindrailherez 7,5 mm pe ur c'hanol 37 mm, un hobregon 40 mm d'ar muiañ, hag un tizh 20 km/h d'ar muiañ war an hent[1].

Pevar embregerezh a ginnigas tresoù : hini Renault, anvet FZM, a c'hounezas, ha 300 skouerenn eus an tank nevez a voe urzhiet gant an arme e miz Mae 1935. Div vindrailherez a oa en e douribell, met kemmet e voe homañ evit degemer ur vindrailherez hag ur c'hanol 37 mm. Etre 1600 ha 1900 skouerenn anezhañ a voe produet[1]. Un adstumm, anvet R40, kemmet e zistroñserezh, a voe graet 120 skouerenn anezhañ e 1940.

Abalamour e oa bet soñjet evit souten un argadenn droadegiezh[2] e oa gorrek a-walc'h, hag ar soudard e penn an tank a ranke ober war-dro an douribell hag an armoù ivez. Radioioù a voe savet war ar skouerennoù diwezhañ produet hepken[1].

Goude emgann Bro-C'hall e voe seziset an tankoù a chome gant an Alamaned. Adanvet e voent Panzerkampfwagen R35 731 (f). Ar Wehrmacht a gemmas touribelloù skouerennoù 'zo evit trezfurmiñ anezhe e karbedoù eneptank (gant ur c'hanol tchek 4,7 cm), pe e karbedoù servij (trakteur kanolierezh, dezouger munisionoù)[1].

  1. 1 2 3 4 (fr) FOSS Christopher F., Chars de la 2e Guerre mondiale, PML Éditions, 1994, ISBN 2-87628-896-6, pp. 20-23
  2. (fr) Renault R35, Musée des Blindés Saumur (lennet d'ar 17/03/2026)