Ar Renault FT (anvet alies goude ar C'hentañ Brezel-bed an FT-17, FT17) a oa un tank skañvgall bet modern-tre ha gant levezon bras war istor dizain an tankoù. An FT a oa ar c'hentañ tank produet o kaout e armamant en un douribell fiñvus a bep tu[1]. Doare renkañ ar Renault FT (kombod ar vourzhidi e tal, kombod ar c'heflusker a-dreñv, hag an armamant diazez en un douribell hedro) a oa deuet da vezañ hini darn eus an tankoù a vo savet da c'houde. setu perak eo bet lod istorourien arbennikaet war ar brezel hobregonet oc'h ober eus ar Renault FT ar c'hentañ tank modern.
Ouzhpenn 3000 tank skañv Renault FT a zo bet produet gant Bro-C'hall, an darn vrasañ anezho er bloavezh 1918. Goude ar C'hentañ Brezel-bed, an tankoù FT a oa bet ezporzhiet a niveroù bras. Kopiennoù pe azasadurioù a oa bet savet er Stadoù-Unanet (M1917 (tank skañv)), en Italia (Fiat 3000), hag en Unvaniezh Soviedel (Tank T-18). Ar Renault FT a zo bet implijet er mare etre an daou vrezel dre ar bed a-bezh met pa oa kroget an Eil Brezel-bed e oa diamzeriet.
↑Bez e oa bet dija touribelloù fiñvus en a-raok war tankoù pe primpatromoù, hag implijet e oant dija evit kirri hobregonet, met tank ebet er servij ne oa dafaret gant seurt gweladenn.