Renat Botet
Renat Botet (René Botet e galleg ; Orellà, 1922 - Ceret, 23 a viz Mezheven 2012) a oa ur yezhour katalanek eus Hanternoz Katalonia. Labouret en deus evel kelenner, c’hoarivaour ha geriadurour. Savet en deus ur geriadur bras katalaneg-galleg (Dictionnaire catalan-français, 2001, adembannet war-lerc’h) ha kenlabouret en deus da sevel an Atlas Linguistique des Pyrénées Orientales (ALPO)[1].
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da labourerien-douar vihan eus Orellà, e Conflent. Studioù war ar spagnoleg a reas e skolioù-meur Montpelhièr ha Tolosa. Eno e tarempredas ar gatalanegourien Joan Amade ha Josep Sebastià Pons. E-pad an Eil brezel-bed e voe kaset da Alamagn da labourat gant an STO.
Goude ar brezel e labouras evel mestr-skol e Pireneoù-ar-Reter ha da c’houde evel kelenner spagnoleg e Besièrs, Albi, Narbona ha Perpinyà. Neuze e reas anaoudegezh gant Enric Guiter, en doa boulc’het al labour da sevel an Atlas Linguistique des Pyrénées Orientales (ALPO), un atlas yezh, da zastum parlantoù Hanternoz Katalonia, dre enklaskoù e-touez katalanegerien ar vro. Kenlabourat a reas Renat Botet gant an atlas-se en ur atersañ tud e Conflent hag e Vallespir etre 1947 ha 1951.
Goude ez eas da labourat en akademiezh Nisa, a-raok distreiñ d’e vro hag en em staliañ e Ceret da gelenn spagnoleg el lise hag er skolaj.
E labour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Ceret e oa un Escola Catalana de Ceret, savet e 1922 da gelenn katalaneg. Gant Botet e voe savet ar strollad c’hoariva Font-Freda hag a c’hoarie pezhioù katalanek e Ceret ha tro-war-dro, pezhioù savet gant Pere Guisset.
Ouzhpenn e labour war dachenn ar c’helenn hag ar c’hoariva e voe graet enklaskoù gant Renat Botet en ur atersiñ ur bern tud war an dachenn ha sevel fichennoù diwar skridoù skrivagnerien eus Hanternoz Katalonia. Gant kenlabour Crestian Camps, kelenner e skol-veur Montpelhier, e stagas da sevel ur geriadur bras katalaneg-galleg adalek 1994. Tri bloaz war-lerc’h e embannas e Vocabulari Rossellonès amb traducció en Francès i en Català normatiu, frouezh e labour dastum. E 2001 e teuas er-maez an Diccionari català-francès, embannet gant an Enciclopèdia Catalana. E 2007 e voe embannet an Dictionnaire français-catalan gant an ti-embann El Trabucaire, eus Hanternoz Katalonia. Diwar e genlabour gant Camps e teuas er-maez ivez, e 2006, an Diccionari català-francès d'expressions, locucions i refranys (2006).
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Joaquim COSTA I COSTA. Necrològiques. Renat Botet. Estudis Romànics, 2013, pp. 724–726.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Atlas linguistique des Pyrénées Orientales, Paris, Centre National de la Recherche Scientifique, 1966. 333 p., XX kartenn er pennad-digeriñ + 565 kartenn