Mont d’an endalc’had

Rejimant troadegiezh tiriadel (Bro-C'hall)

Eus Wikipedia

Ar rejimantoù troadegiezh tiriadel (e galleg Régiment d'infanterie territoriale, berraet e RIT) a oa unvezioù eus an arme c'hall enne bodet paotred etre 34 ha 49 bloaz peurliesañ, a veze gwelet evel re gozh evit servij en arme oberiant pe en adarme. Krouet e voent e 1875. Bodet e oant en arme diriadel. Kemer a rejont perzh er Brezel-bed Kentañ. Divodet e voent d'ar 1 a viz Eost 1918 ha kaset o soudarded en arme pe en adarme.

"Pépères" e veze lesanvet soudarded an RIT abalamour d'o oad.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]