Reizhiad stlenn douaroniel
Ur reizhiad stlenn douaroniel (RSD) a zo un hollad gwikefreoù urzhiataerel evit dastum, aozañ, elfenniñ, merañ ha delvanañ roadennoù douaregorel kevelstrollet. E yehoù all eo anavezet an dra dindan anvioù berraet evel SIG pe GIS. Pa ne oa ket aes sevel kartennoù war blaenennoù hag e vije eztaolet fedoù kemplezh ganto, ne voe ket eus reizhiadoù stlenn douaroniel a-raok diorroadur an urzhiataerezh, da lavaret eo e 1960. Diwar ar c'hartennoù produet diwar meur a intent e c'heller degas ur harp d'an divizoù a deur hollek.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A-raok ma voe ijinet ar RSDoù, ne gaver nemet kartennoù ar c'hlenvedoù-red a c'helle degas un nebeud elfennoù ouzhpenn an deskrivadur. E 1854, gant John Snow, un reuziadonour hag ur mezeg anezhañ, e voe kavet lec'h kentañ reuziad ar c'holera e Londrez dre verkañ chomlec'hioù ar glañvourien hag al lec'hioù dour tostañ.
