Reizhiad justis kevredadel ar Stadoù-Unanet
| Rann eus | Gouarnamant Kevredadel Stadoù-Unanet Amerika |
|---|---|
| Bro | Stadoù-Unanet |
| E tiriad | Stadoù-Unanet |
| A dalv evit tiriad | Stadoù-Unanet |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.uscourts.gov/ |
Reizhiad justis kevredadel ar Stadoù-Unanet (saozneg: federal judiciary of the United States ) eo anv unan eus an tri skourr eus gouarnamant Kevredadel Stadoù-Unanet Amerika aozet hervez bonreizh ar Stadoù-Unanet hag al lezennoù eus ar gouarnamant kevredadel. Er reizhiad justis kevredadel ne gaver ket ar state court (gant al lezioù-barn lec'hel), hag a zo dieub diouzh ar gouarnamant kevredadel. Ar reizhiad justis kevredadel a zo savet gant al lez uhel stadunanat, lezioù-barn galv stadunanat, hag al lezioù-barn distrig stadunanat.[1] Ouzhpenn-se e kaver lezioù-barn kevredadel all lies ha disteroc'h.
Hervez mellad III ar vonreizh e vez ret da gaout ul lez uhel hag aotreet eo ar C'hendalc'h da grouiñ lezioù-barn ha reiñ harzoù d'ar barnerezhn. Ar mellad III a embann eo ar varnerien kevredadel da vezañ choazet gant ar prezidant met gant aotre ar Sened ha da servij betek un dilez, ma vezont empentet ha kondaonet, pe ma varvont.[2]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (2017) American Law: An Introduction. Oxford : Oxford University Press. 60 p. ISBN 9780190460594.
- ↑ Mellad III (en).