Mont d’an endalc’had

Reizhiad ar Broadoù Unanet

Eus Wikipedia
Reizhiad ar Broadoù Unanet
strollad
Iskevrennad eusensavadur Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denUnited Nations System, Système des Nations unies, Sistema de las Naciones Unidas Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.un.org/en/about-us/un-system Kemmañ

Graet e vez Reizhiad an ABU (saozneg: United Nations System) eus c'hwec'h rannad diazez Aozadur ar Broadoù Unanet: Bodadeg veur ar Broadoù Unanet, Kuzul Surentez ar Broadoù Unanet, Kuzul Ekonomikel ha Sokial ar Broadoù Unanet, Kuzul-gwareziñ ar Broadoù Unanet, al Lez-varn Etrebroadel, hag ar Sekretourva,[1] hag an ajañsoù arbennikaet hag aozadurioù all liammet outo[2]. E reizhiad an ABU e vez kavet is-aozadurioù meret en un doare dizalc'h, evel sekretourva an arc'hantouiñ hag ar programoù, an ensavadurioù enklask ha gourdoniñ, ha reoù all c'hoazh[3][4]. Ul lod eus an aozadurioù-se a zo koshoc'h eget an ABU krouet e 1945 hag a zo un hêrez da Gevredigezh ar Broadoù.

Ul lod eus pennoù ar galloud erounit eus aozadurioù reizhiad Aozadur ar Broadoù Unanet, hag eus Aozadur Bedel ar C'henwerzh, ha n'eo ket ent ofisiel ul lodenn eus reizhiad Aozadur ar Broadoù Unanet[5][6][7], o deus sezoù e burev kenurzhiañ pennrenerien reizhiad Aozadur ar Broadoù Unanet. An aozadur-se, renet gant Sekretour meur ar Broadoù Unanet, en em gav div wech ar bloaz evit kenurzhiañ labour an aozadurioù a gemer perzh e Reizhiad ar Broadoù Unanet.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Who We Are.
  2. Directory of United Nations System Organizations. United Nations System Chief Executives Board for Coordination.
  3. United Nations System - Agreements with the UN system organizations. UNESCO (Sep 19, 2007).
  4. Structure and Organization. United Nations.
  5. NGLS Handbook - Introduction. United Nations Non-Governmental Liaison Service. “The World Trade Organization (WTO) is not officially a part of the UN system ...”
  6. UN System of Organizations. United Nations Global Marketplace. “... the World Trade Organization, which is not part of the UN system.”
  7. How to do business with the United Nations. Ministrerezh Aferioù Diavaez Polonia (2003). “... the World Trade Organization, which is not part of the UN system.”