Justis
Neuz
(Adkaset eus Reizhded)

Ur bennaenn prederouriezhel, lezennel ha moral eo ar reizhded pe justis[1]. Ur vertuz eo.
Ur meizad eo a denn d'ur stad peurvat a etregweredoù sokial ma vez ur c'hempouez, reizh dre natur ha dibar, etre interestoù, pinvidigezh ha digarezioù izili ur strollad sokial resis. Kavout a reer ar meizad-se e studi al lezenn, ar brederouriezh, an etik, hag ar relijionoù[2].
Abaoe an henamzer e reer eus ar reizhded ur vertuz denel, ur reolenn a reol emzalc'h an hiniennoù.