Mont d’an endalc’had

Reizh ha lezenn

Eus Wikipedia
reizh ha lezenn
meizad
Iskevrennad eustorfederezh Kemmañ

Reizh ha lezenn a vez graet eus ul lodenn eus ar Gwir liammet ouzh obererezhioù reizhel denel. Disheñvel eo al lezennoù war ar seks hervez ar broioù, rannvroioù hag ar varnadurezh, ha kemmet int bet a-hed an amzer. An obererezhioù seksel e-maez al lezenn a vez graet torfedoù seksel anezho[1].

Lod eus al lezennoù a bled gant an obererezhioù reizhel a zo bet savet evit gwareziñ an holl berzhidi, ul lod all zo bet savet evit talañ ouzh doareoù d'ober a vez lakaet da dorfedoù. Da skouer, ul lezenn a c'hall berzañ ar seks hep gwarez ma oar unan eus an dud oberiant ez eo klañv gant ur c'hleñved reizhel pe evit gwareziñ ur minor; gellout a ra ivez al lezennoù talañ ouzh an darempredoù seksel n'int ket a-genglev. Peurliesañ, al lezennoù a-sav a-enep an obererezhioù gwelet evel drougimplij revel pe doareoù d'ober ha n'int ket degemeret hervez selloù ar gevredigezh pe a sav a-enep an normoù sokial. Ar sakad revel zo un darempred dic'hoant etre daou zen gour, pe meur a hini, pe etre daou vinor, pe meur a hini, hag, hervez al lezennoù a denn d'an oad a asant, darempredoù etre un den gour hag ur minor.

Termenadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An torfedoù reizhel zo doareoù da gas obererezhioù seksel denel ha n'int ket degemeret pe a zo gwelet evel dañjerus evit ar gevredigezh, ha lakaet da dorfedoù gant ar Gwir. Un den hag a seven seurt obererezhioù a vez graet torfedour reizhel anezhañ. Ul lodenn eus an torfedoù reizhel zo reoù hag a implij ar feulster liammet ouzh ar seks. Ul lod all a zo liammet ouzh normoù sokial pe difenn-hud, evel ar gwadorged, sodomiezh, vilonaj ha dispakerezh. Lies-tre eo an doare da welet petra a zo un torfed pe get hervez ar sevenadurezhioù hag ar broioù, hag ar memestra a-fed disoc'h lezennel ha kastiz.

E broioù ar C'hornaoueg eo siouloc'h al lezennoù war an obererezhioù reizhel, evel gant ar revelezh dre genoù, hag a vez gwelet evem un torfed e broioù all, met reutoc'h int war an torfedoù reizhel all. En un toullad sevenadurezhioù all, alies gant ur pouez relijiel kalz brasoc'h, ez eo ledanoc'h hollad an obererezhioù seksel lakaet da dorfedoù grevus.

Dre vras, al lezennoù war ar reizh e kalz broioù a glask talañ ouzh obererezhioù seksel gant minored pe bugale dindan an oad a asant, dispak n'int ket a-genglev pe sellet ouzh obererezhioù seksel e-maez al lezenn, seks gant tud kar (gwadorged), gant droug d'al loened, obererezhioù seksel gant tud aet da Anaon (nekrofiliezh). Al lezenn a c'hell bezañ lakaet da dalvezout pa vez kaoz eus harellerezh, noaz, aon, gloaz, pe tagadennoù broudet gant ar reizh, pe riskloù drougimplij eus lod darempredoù labour. Eus un tu all, al lezenn a vez implijet ivez evit reoliañ pe kontrolliñ an danvezioù pornografek pe gwelet evel hudur.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]