Reichsrevolver M1879
| Reichsrevolver Modell 1879 | |
|---|---|
Ur revolver Reichsrevolver M1879 | |
| Kinnig | |
| Bro orin | |
| Doare | Revolver un-ober |
| Munisionoù | 10,6 × 25 mm R |
| Produerien | V.C. Schilling & Cie Spangenberg & Sauer C. G. Haenel Mauser Königliche Gewehrfabrik Erfurt |
| Bloavezh krouidigezh | 1879 |
| Mare servij | 1879 - 1945 |
| Niver produet | War-dro 450.000 |
| Perzhioù teknikel Stumm 1879 | |
| Mas | 1,3 kg |
| Hirder | 345 mm |
| Hirder ar c'hanol | 181 mm |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 200 m/s |
| Endalc'h | Taboulin 6 tenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | D |
Ar Reichsrevolver Modell 1879 hag e adstumm Modell 1883 a zo ur rummad revolverioù un-ober implijet evel arm-dorn standart adalek 1879 gant an arme impalaerel alaman.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Reichsrevolver zo dezhañ un daboulin 6 tenn, pourveziet gant kartouchennoù 10,6 × 25 mm R enne poultr du. Ul loc'henn surded a oa savet warnañ da virout outañ da dennañ e-unan, ar pezh a oa ral evit an armoù-dorn d'ar poent-se. Brudet e oa evit bezañ solut ha fiziapl[1], met hir da adkargañ. Un nebeud bloavezhioù goude e zonedigezh e voe kemmet hag anvet M1883 : an adstumm-mañ a zo berroc'h e ganol ha dezhañ cheñchamantoù neuz dreist-holl, evel un dornikell rontoc'h, met heñvel eo e vekanikerezh[2].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude he ganedigezh e 1871 e klaskas an Impalaeriezh alaman unvaniñ an armoù implijet en hec'h arme. Betek-neuze e rae unvezioù 'zo gant ar bistolenn Werder M1869 un-tenn, hag a oa diamzeriet penn-da-benn. E 1879, goude bodadoù-labour amprouet enne, da skouer, ar Mauser C78 pe kopiennoù eus ar Smith & Wesson Model 3, e voe choazet a-benn ar fin ar Reichsrevolver diorroet e arsanailh Spandau. Diwar-lerc'h e oa dija e-keñver armoù-dorn armeoù european all, evel ar Chamelot-Delvigne gall, abalamour d'e blatinenn un-ober hepken, d'e amzer adkargañ hir, d'e bouez ponner ha d'e vuzulioù bras. Ar stumm kentañ M1879 a voe roet d'ar marc'hegerezh kentoc'h, hag e adstumm 1873 da ofiserien an tirlu.
Kemeret e voe e blas en ur mod ofisiel gant ar bistolenn Luger P08 e 1908, met implijet e voe an arm betel ar Brezel-bed Kentañ[3], ha pelloc'h e dibenn an Eil Brezel-bed, pa glaskas an Nazied herzel aloubadeg Alamagn kousto pe gousto[4].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 127
- ↑ (fr) Reich Revolver Mle 1883, Arme et Passion (lennet d'ar 04/06/2025)
- ↑ (fr) GUILLOU Luc, Les armes de la bataille de la Marne, e La Gazette des Armes n°576, mizioù Gouere/Eost 2024, p. 27
- ↑ (en) SHELL Bob, The Model 1883 Reichsrevolver, Handguns Mag, 22/10/2018 (lennet d'ar 04/06/2025)