Rehina C'hartchenko
Neuz

Rehina Vladislavivna C'hartchenko (Регіна Владиславівна Харченко en ukraineg) zo ur bolitikourez ukrainat bet ganet e Oktiabrskoie (Krimea) d'an 21 a viz Gwengolo 1990. Goude bezañ studiet ar gwir he deus labouret e rannvro Zaporijjya, e metoù ar gwir bepred, evel ensellerez e rann ar maltouterezh da skouer. Maerez Zaporijjya eo abaoe miz Ebrel 2024, e-kerzh ar brezel eta. Kuzulierez-kêr e oa abaoe 2020. Ezel eo bet eus Servijour ar Bobl (Слуга народу), strollad ar prezidant Volodimir Zelenskiy ; hogen skarzhet eo bet dioutañ dre ma ne vefe ket doujet d'al lezenn pa voe anvet da vaerez.