Mont d’an endalc’had

Regia Marina

Eus Wikipedia
Regia Marina
Morlu
Rann eusRoyal Italian Army Kemmañ
Deiziad krouiñ1861 Kemmañ
LealdedTierniezh Savoia Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed, Brezel-bed kentañ Kemmañ
StadRouantelezh Italia Kemmañ
Perc'henn warNautilus Kemmañ
Bet erlec'hiet gantItalian Navy Kemmañ
Erlec'hiañ a raRoyal Sardinian Navy Kemmañ
Deiziad divodañ18 Mez 1946 Kemmañ
Item operatedRegia Marina Italiana fleet Kemmañ

Ar Regia Marina, berraet en RM (brezhoneg: Morlu Roueel) a oa morlu Rouantelezh Italia eus 1861 betek 1946. E 1946, gant ganedigezh ar Republik Italian (Repubblica Italiana), ar Morlu Roueel a oa bet o kemm anv evit dont da vezañ Marina Militare[1][2][3].

Banniel ar Regia Marina betek 1900

Ar Morlu Roueel a oa bet savet d'ar 17 a viz Meurzh 1861 goude embannadur savidigezh Rouantelezh Italia. Memes mod evevel ma oa ar rouantelezh ur c'hemmesk stadoù eus al Ledenez italian, e oa evit arme-vor Italia. Al listri a oa reoù ar Stadoù kendeuzet er rouantelezh, memes ma oa darn anezho o vezañ reoù morluioù rouantelezhioù Sardigna ha Naplez. Ar morlu nevez-savet a oa dafaret gant listri niverus, reoù dre lien ha reoù dre aezhenn. Ouzhpenn-se e oa bet oc'h adkemer hengounioù mor kozh an izili, dreist-holl re Sardigna ha Naplez. Eus un tu all e oa kalzig tuioù fall. Da gentañ holl e oa ur gudenn vras liammet ouzh al liesseurted hag ar mank a genstur en aozadur. Ar Regia Marina a oa ur sammad dafar, doareoù d'ober, kadoniezhoù disheñvel. Ouzhpenn-se e oa chikan etre ofiserien 'zo dre ma oant stag c'hoazh ouzh ar morluioù kozh. Hollad ar c'hudennoù drastu-se a oa gwashaet c'hoazh dre ma oa skolioù milourel disheñvel evit stummañ an danvez ofiserien e Genoa ha Naplez. Memes pa oa bet savet ur skol unvaniñ anvet Accademia Navale di Livorno e Livorno e 1881, ne oa ket bet talet da vat ouzh an dizurzh hag an droukrañs.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (1996) Navies and Shipbuilding Industries: The Strained Symbiosis. Greenwood Publishing Group. ISBN 9780275953102. 
  2. (2004) Seapower: A Guide for the Twenty-First Century. Londrez : Routledge. 113–120 p. ISBN 9781135756789. 
  3. (1989) The Atlantic Alliance and the Middle East. Stadoù-Unanet Amerika : University of Pittsburgh Press. 89 p. ISBN 9780822911548.