Red Orchestra: Ostfront 41-45

Eus Wikipedia
Red Orchestra: Ostfront 41-45
c'hoari video
Heuliet gantRed Orchestra 2: Heroes of Stalingrad Kemmañ
Tachenntactical shooter, first-person shooter Kemmañ
Ti-embannDestineer Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg, galleg, rusianeg Kemmañ
Deiziad embann14 Meu 2006 Kemmañ
AmlederSteam, Humble Store Kemmañ
DiorroerTripwire Interactive Kemmañ
SavennLinux, Microsoft Windows, OS X Kemmañ
Software engineUnreal Engine 2.5 Kemmañ
C'hoariustedc'hoari video liesc'hoarier Kemmañ
Input devicelogodenn Kemmañ
Diaz embannoptical disc, embannadur niverel Kemmañ
PEGI ratingPEGI 16 Kemmañ
Renkadur USKUSK 16 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.redorchestragame.com/ Kemmañ

Red Orchestra: Ostfront 41-45 a zo ur c'hoari tenn kadoniel d'ar c'hentañ sell diazezet war zar mod Red Orchestra: Combined Arms. Goude bezañ bet ar maout er genstrivadeg Make Something Unreal, ar skipailh trec'h a savas ur studio Tripwire Interactive hag a sevenas ar c'hoari Red Orchestra: Ostfront 41-45 evel kentañ raktres.

Aergelc'h ar c'hoari a zo Talbenn ar Reter e-pad an Eil Brezel-bed etre 1941 ha 1945, Red Orchestra: Ostfront 41-45 a ro tu d'ar c'hoarier da vont etrezek ar stourm etre ar soviediz hag an nerzhioù alaman. Krouer ar c'hoari, Tripwire Interactive, a sevenas ar c'hoari adal e labour war ur mod da Unreal Tournament 2004, Red Orchestra: Combined Arms.

E miz Ebrel 2009, e oa bet gwerzhet 400 000 skouerenn eus ar c'hoari.

Doare c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Red Orchestra sell adal an T-34
Sell adal un IS2
Doare c'hoari Red Orchestra : Ostfront 41-45, ur mailh-tenner o sellet a-raok tennañ pizh

Red Orchestra a zo savet muioc'h evit arstumm liesc'hoarier evit na vefe unc'hoarier, bez ez eus eus ul lodenn d'ar c'hoari hag a a zo unc'hoarier met bez eo dreist-holl un digarez da gourdoniñ an nevez c'hoarierien d'an doare c'hoari (penaos fiñval, reiñ urzhioù, fiñval ur c'harbed).
Red Orchestra: Ostfront 41-45 a implij doareoù nevez evit merañ an tennoù hag ar bolodoù kement evit re ar fuzuilhoù/mndrailherezioù evt re an tankoù. doare merañ an tennoù a gemer e gont pouez ar bolodoù, pellder ar pal da dizhout.
Evit al lodenn tankoù e vez kemeret e kont en un doare gwirvoud ment an hobregon, kogn an tenn. Da geñver darn ar c'hoarioù tenn all e oa ar pal da vezañ tost ouzh gwirvoud ar brezel a oa bet lakaet war-raok gant saverien ar c'hoari.

Kartennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Red Orchestra a vez 16 kartenn ofisiel dezhañ ha 10 kartenn savet gant kumuniezh ar c'hoarierien hag harpet gant krouerien ar c'hoari. Ar Red Orchestra SDK, hag a zo chomet dindan stumm un doare beta, en deus roet an tu d'ar c'hoaririen da sevel kantadoù a gartennoù memestra.

Ur sell war kartennoù Red Orchestra