Rebelution

Eus Wikipedia
Rebelution
Bro orin Santa Barbara, e Kalifornia, er Stadoù-Unanet
Doare(où) Reggae, Roots
Bloavezhioù oberiant 2004-bremañ
Label(ioù) Controlled Substance Sound Labs, Hill Kid, Raise Up Music
Lec'hienn ofisiel rebelutionmusic.com

Izili Eric Rachmany
Rory Carey
Wesley Finley
Marley D. Williams
Izili bet er strollad Matt Velasquez

Rebelution a zo ur strollad reggae a orin eus Santa Barbara e Kalifornia. Izili ar strollad eo Eric Rachmany, Rory Carey, Wesley Finley ha Marley Williams. Kuita a reas Matt Velasquez ar strollad neubeut amzer goude ho defe krouet ho kentañ pladenn, "Courage to Grow", lerc'h m'en deus skrivet ha kanet tro-dro d'an hanter eus ar c'hanaouennoù.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stummet e 2004, an izili Eric Rachmany (kan/gitar), Matt Velasquez (kan/gitar), Rory Carey (klavier), Wesley Finley (tamboulinoù) ha Marley D. Williams (gitar boud) en em stroll er skol-veur hag a vev e memes koulz e Isla Vista, ur gumuniezh e-kichen traezenn Santa Barbara. E pad 2004-2005 e krogas Rebelution da seniñ ingal e-barzh abadennoù lec'hel ha dizalc'h. Emban a rejont un EP (etre ur single hag ur bladenn).

Lakaat a ra Rebelution er-maez ho pladenn gentañ hiramzer "Courage to Grow" e miz Mezheven 2007. Ar bladenn a zo bet saludet evit he zonioù fin, hag evit he c'homzoù a denn d'an emskiant sokial. "Courage to Grow" a zo bet pellgarget kalz, ha c'hoariet war radioioù evel San Francisco Live 105. Ar bladenn a zo bet dibabet gant ar selaouerienn war Itunes evel gwellañ albom reggae 2007, ha tizhet en deus ul leiñ gant an niverenn 4 war ar Billboard Top Albums Reggae.

Daou vloaz goude Courage to Grow e lak er maez Rebelution un eil pladenn anvet "Bright Side of Life". D'ar 4 a viz Eost 2009 emañ "Bright Side of Life" e kentañ plas war Itunes er rummad reggae, hag en trede plas evit ar pladennoù ar muiañ pellgarget er Stadoù-Unanet en holl rummadoù. Tizhout a ra ar bladenn an n°1 war ar Billboard Top Albums Reggae.