Mont d’an endalc’had

Rast & Gasser M1898

Eus Wikipedia
Rast & Gasser M1898


Ur revolver Rast & Gasser M1898
(Armemuseum, Stockholm)
Kinnig
Bro orin Banniel Aostria-Hungaria Aostria-Hungaria
Doare Revolver un-ober ha daou-ober
Munisionoù 8 mm Gasser
Ijiner August Rast
Produer Rast & Gasser
Mare produiñ 1898 - 1918
Skouerennoù produet War-dro 200.000
Mare servij 1898-1918 (arme Aostria-Hungaria)
Betek 1945 e armeoù Italia ha Yougoslavia
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 0,935 kg
Hirder 223 mm
Hirder ar c'hanol 116 mm

Tizh mont e-maez ar boledoù 240 m/s
Endalc'h Taboulin 8 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Ar Rast & Gasser M1898 zo ur revolver un-ober ha daou-ober bet ijinet e Aostria-Hungaria gant August Rast. Lakaet e voe e servij e arme ar vro adalek 1898 e plas ar revolver Gasser M1870. Unan eus an armoù-tan nemete kambret e 8 mm Gasser e oa. Un daboulin eizh tenn a oa dezhañ. Hemañ n'halle ket bezañ gwintet, met skarzhet e veze an douilhezioù dre un toull a-dreñv d'an daboulin[1].

War-dro 200.000 skouerenn eus an arm a voe produet gant an embregerezh Rast & Gasser. Roet e voe kalz anezhe da ofiserien arme Aostria-Hungaria e-pad ar Brezel-bed Kentañ[2], daoust da implij ar bistolenn Steyr M1912 ivez. Brudet e oa evit bezañ savet mat[3]. Implijet e voe e armeoù pe strolladoù armet e kreiz Europa betek dibenn an Eil Brezel-bed.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ (fr) Rast & Gasser 1898, Arme et Passion (lennet d'an 30/07/2025)
  2. ↑ '(fr)' HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 162
  3. ↑ (en) McCOLLUM Ian, Austrian Rast & Gasser M1898 (Video), Forgotten Weapons, 29/09/2014 (lennet d'an 30/07/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan