Ranndi
Neuz

Ur ranndi zo un unvez annez hag a zo ul lodenn eus ur c'hendi, peurviañ e kêr. Reiñ a ra lojeiz d'an dud an aliesañ, met un obererezh micherel a c'hall bezañ aotreet e degouezhioù zo. Ranndioù a bep seurt ment zo, adalek ar studio gant ur pezh hepken betek ranndioù bras gant meur a sal ha ranndioù war daou estaj zoken.
An dud hag a zo o chom en ur ranndi a c'hall bezañ perc'henn warnañ, pe feurmerien o paeañ ur sammad arc'hant (ar feurm) d'ar perc'henn evit chom ennañ. En degouezh-se e vez resisaet er gevrat feurmiñ daoust ha meurblet eo pe get, petra zo an aozioù kerzañ, ar feurm. Ur selier, ur c'hav hag ur c'harrdi a c'hall bezañ asambles gant ar ranndi.