Mont d’an endalc’had

Rachel Zegler

Eus Wikipedia
Rachel Zegler
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRachel Zegler Kemmañ
Anv ganedigezhRaquel Anastasia Zegler Kemmañ
Anv-bihanRachel Kemmañ
Anv-familhZegler Kemmañ
Deiziad ganedigezh3 Mae 2001 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHackensack Kemmañ
Yezh vammsaozneg SUA, spagnoleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, spagnoleg, saozneg SUA Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg, saozneg SUA Kemmañ
Micheraktour, kaner, stourmer politikel, YouTuber, Internet celebrity Kemmañ
Tachenn labouracting, sonerezh Kemmañ
Bet war ar studi eImmaculate Conception High School Kemmañ
Deroù ar prantad labour2015 Kemmañ
Anvet diwarRachel Brown Kemmañ
Prizioù resevetNational Board of Review Award for Best Actress, Golden Globe Award for Best Actress in a Motion Picture – Musical or Comedy Kemmañ
Personal pronounL484 Kemmañ
Rachel Zegler e Londrez evit bannadeg kentañ The Hunger Games: The Ballad of Songbirds & Snakes e miz Du 2023.

Rachel Zegler zo un aktourez ha kanerez stadunanat ganet d'an 3 a viz Mae 2001 e Hackensack (New Jersey)[1].

Anavezet e teuas da vezañ en ur c'hoari María er film West Side Story, sevenet gant Steven Spielberg hag embannet e 2021. Golden Globe an aktourez wellañ en ur film sonerezh a c'hounezas da-c'houde, padal e oa he film kentañ.

C'hoariet he deus ivez e The Hunger Games: The Ballad of Songbirds & Snakes (2023) e-lec'h ma c'hoari unan eus an tudennoù pennañ, Lucy Gray Bird, hag e Snow White (2025), er roll kentañ ivez.

Hentad micherel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanerez war Youtube (bloavezhioù 2010)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rachel Zegler a grogas da gentañ e bed an arzoù evel kanerez e 2011. Adkemer a rae kanaouennoù evel Chandelier gant Sia, A Star Is Born pe kanaouennoù filmoù Disney.

Deroù er sinema stadunanat (2019-2020)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2019, ar filmaozer Steven Spielberg a grogas gant un azasadur nevez eus West Side Story gant skoazell ar skrivagner pozioù Stephen Sondheim ha Rita Moreno. Evit e film e felle d'ar filmaozour en em ziforc'hiñ diouzh ar stumm kent en ur ginnig un oberenn tostoc'h d'he stumm war al leurenn. A-drugarez da unan eus he mignoned e klevas Rachel komz eus un casting evit roll María. Goude meur a esae gant an aktour Ansel Elgort (a vo e geveler war ar skramm) e voe dalc'het e miz Eost 2019.

Remake eus Gwenn-Erc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dibabet e voe gant ar studioioù Disney evit ar film Snow White da c'hoari an dudenn bennañ (Gwenn-Erc'h). Evel ar gomedianez Halle Bailey dibabet evit ar gomedienn sonerezh The Little Mermaid produet gant ar memes studio, an aktourez ha kanerez a voe e-kreiz ur breud dizimez. Evite, c'hoari Gwenn-Erc'h a oa posupl nemet gant un den europat gant ur c'hroc'hen gwenn.

Rachel Zegler a respontas d'ar gaoz en ur zisklêriañ : "Gwenn-Erc'h zo un simbol bras-divent, pe e vefe e tresadenn-vev Disney, kontadennoù Grimm pe en holl istorioù a ya ganti. Met ne welit morse tud damheñvel, eveldon, o c'hoari rolloù seurt-se. Tud zo a rankomp deskiñ... Lakaat anezho da gompren... Ret eo dimp karout anezho evit kas anezho war an tu mat. Rak a-benn ar fin em eus ul labour d'ober hag a zo gortozet ganin ober. Emaon o vont da vezañ ur briñsez latino-amerikan !" [2].

E-pad an tabut-se e oa bet skoazellet gant an aktour Andrew Garfield.

Harp da Balestina

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar brezel e Gaza abaoe 2023, Rachel Zegler a zo savet a-du gant Palestina dre ur gemennadenn war X (d'an 13 a viz Eost 2024). Daoust da wask produerien ti Disney warni e oa bet dalc’het ganti.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) « Who is Rachel Zegler? Meet the singer and actress playing Maria in the 'West Side Story' remake [archive] », sur Classic FM, 17 a viz Even 2019
  2. « Rachel Zegler en Blanche-Neige : l'actrice réagit à la polémique [archive] », sur Premiere.fr, 1añ a viz C'hwevrer 2022