Mont d’an endalc’had

Rabat (kenwerzh)

Eus Wikipedia
Rabat (kenwerzh)
Iskevrennad eussales promotion Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://iranrebate.com/article/what-is-rebate/ Kemmañ

Ar rabat, er c'henwerzh, a zo un digresk war ar priz roet pa vez fakturennet ar mad pe goude (kaoud) abalamour d'ur si fall, d'ur produ anreizhwir pe da zale en degasadenn.

Ar rabat a sikour da virout ar fiziañs etre ar gwerzher hag ar prener pa vez stadet ur si fall er produ gwerzhet.

Gallout a reer lakaat ar rabat e-barzh familh an distaolioù, evel an ildal hag a vez roet pa vez gwerzhet ur c'hementad bras a broduioù.

Ar rabat roet pa vez fakturennet ne vez ket enrollet er teuliadoù kontouriezh. Ma vez roet goude e vo enrollet evel ur c'haoud.

Ar rabat a zo un digresk eus ar priz evel an ildal hag an distaol. Er gontouriezh e klotont gant al linenn RRR (evit "Remise, Rabais ou Ristourne").