RPD (mindrailherez)
| RPD | |
|---|---|
Ur vindrailherez RPD | |
| Kinnig | |
| Bro orin | |
| Doare | Mindrailherez skañv |
| Mont en-dro | Tennata dre amprest gazoù, dre biston |
| Munisionoù | 7,62 × 39 mm 5,56 × 45 mm (stumm Israel) |
| Bloavezh krouidigezh | 1943-1944 |
| Mare produiñ | 1944-1960 |
| Mare implij | 1944-1960 (URSS) Implijet c'hoazh e kalz brezelioù |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 7,4 kg |
| Hirder | 1 037 mm |
| Hirder ar c'hanol | 520 mm |
| Lusk-tennañ | 650 tenn/mn |
| Tizh ar boledoù V0 | 735 m/s |
| Endalc'h | Gourizoù 100 kartouchenn ensoc'het en ur c'harger ront |
| Adstummoù nesañ | RPDM Type 56 ( Type 62 ( |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |
An RPD (e rusianeg РПД, berradur Ручной Пулемёт Дегтярёва, "mindrailherez hezoug Degtyaryov") zo ur vindrailherez skañv, bet ijinet e 1943-1944 en URSS gant Vasiliy Degtyaryov evit kemer plas ar fuzuilh-vindrailher DP.
An RPD a oa e-touez an armoù kentañ kambret evit ar gartouchenn grenn 7,62 × 39 mm, a-raok an AK-47. Mont a ra en-dro gant ur sistem tennata dre biston, ha pourveziet eo gant ur gourizad 100 kartouchenn ensoc'het en ur c'harger ront. Dibabet e voe e 1944 gant an Arme Ruz, met ne grogas ket ar produerezh a-yoc'h a-raok 1953, setu ne voe ket implijet an arm e-pad an Eil Brezel-bed[1][2].
Daoust dezhi bezañ un arm simpl ha fiziapl dre vras, an RPD zo brudet evit kaout un nebeud sioù, evel he c'harger diaes da zornata pe ar fed e c'hall tommañ kalz pa denn[3][4].
Stummoù kopiet eus an RPD a voe savet e Sina (Type 56)[5] hag e Norzhkorea (Type 62)[1]. Implijet eo bet gant meur a vro hag e meur a vrezel er bed a-bezh betek hiziv.
-
Sistem pourveziañ an RPD.
-
Mindrailherezioù RPD seziset gant Stadunaniz da vare brezel Irak.
-
Ur soudard eus arme ar Republik Kreizafrikan o patrouilhiñ e 2007.
-
Ur soudard eus arme Bangladesh gant un RPD (a-gleiz) war ur BTR-80 (2009).
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An RPD a c'haller gwelet e meur a film evel We Were Soldiers (2002) ha One Battle After Another (2025), hag e c'hoarioù video ar rummad Call of Duty da skouer[6].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) LAWRENCE Eric, Practical Guide to the Operational Use of the RPD Machine Gun, 2014, 72 p., ISBN 978-1941998175
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha 1,1 (en) SUCIU Peter, Meet the Soviet RPD—One Really Revolutionary Machine Gun, The National Interest, 29/06/2020 (lennet d'an 28/03/2026)
- ↑ (en) POPENKER Maxim, Degtyarov RPD, Modern Firearms (lennet d'an 28/03/2026)
- ↑ (en) This Old Gun: Russian RPD, American Rifleman, 05/09/2020 (lennet d'an 28/03/2026)
- ↑ (en) The RPD Light Machine Gun: A Belt Fed in an Intermediate Cartridge, The Firearm Blog, 21/11/2018 (lennet d'an 28/03/2026)
- ↑ (en) McCOLLUM Ian, RPD: The LMG Adapts to Modern Combat, Forgotten Weapons, 30/07/2021 (lennet d'an 28/03/2026)
- ↑ (en) Degtyaryov RPD, IMFDB (lennet d'an 28/03/2026)