Mont d’an endalc’had

R. F. Kuang

Eus Wikipedia
R. F. Kuang
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanRebecca Kemmañ
Anv-familhKuāng Kemmañ
Deiziad ganedigezh29 Mae 1996 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGuangzhou Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, yezhoù sinaek Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherskrivagner, romanter, troer Kemmañ
Tachenn labourfaltazi damkaniezhel, translating activity, creative and professional writing, Treiñ ha troidigezh Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-veur Cambridge, Greenhill School, Georgetown University, skol-veur Yale, Skol-veur Oxford Kemmañ
Deroù ar prantad labour2018 Kemmañ
Perzhiad eUtopiales Kemmañ
Oberenn heverkThe Poppy War, The Dragon Republic, Babel, Yellowface, The Burning God Kemmañ
Tachennfaltazi, faltazi milourel, grimdark, historical prose literature Kemmañ
Prizioù resevetMarshall Scholarship, Astounding Award for Best New Writer, Locus Award for Best Fantasy Novel, Nebula Award for Best Novel Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://rfkuang.com/ Kemmañ
Personal pronounL484 Kemmañ

Rebecca F. Kuang, ganet d’an 29 a viz Mae 1996, a zo ur skrivagnerez sinat-stadunanat. He levr kentañ, The Poppy War, a zo bet embannet e 2018, heuliet get The Dragon Republic e 2019 ha The Burning God e 2020. Skrivet he deus ivez daou levr hep heuliadenn ebet, Babel ha The necessity of violence e 2022. Yellowface eo titl he levr diwezhañ embannet e fin 2023, ul levr enebet ouzh ar gouennelouriezh eo èl tost razh he levrioù. Studioù hir a zo bet graet geti. Un aotregezh àr studioù aziaet e  skol-veur Georgetown he deus, mes tapet he deus ur master àr brederouriezh ar reter a Vagdalene college, Cambridge, hag Oxford.  É achu emañ d’an termen-mañ he doktorelezh àr ar yezhoù ha lennegezh Reter Azia, e skol-veur Yale. Traoù pozitivel-tre a zo bet laret a-ziàr he fenn. Kentizh èl mand eo bet embannet Babel, emañ daet al levr da gaouit ar plas kentañ ‘barzh roll an titloù gwellañ ag an New York Times (The New York Times Best Seller list), Gounezet he deus ivez ar Blackswell levr ag ar blez 2022, get ar priz 1añ evit al levr gwellañ er memes blez. Ouzhpen-se, eo aet geti priz Campton Crook, ar priz Crawford, hag e 2020, ar priz evit ar nevezskrivagnerez wellañ. E mesk ar re ziwezhañ eo bet evit  prizioù an Nebula, Locus, World Fantasy, Kitschies, ha British Fantasy evit The Poppy War.

Bugaleaj ha deskadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kuang a zo bet ganet d’an 29 a viz Mae 1996, ‘barzh Guangzhou e Sina. Dilojet he deus er Stadoù Unanet a Amerika get he familh pa oa 4 blez. He zad a zo bet desavet e proviñs Leiyang e Hunan, hag he mamm, e proviñs Hainan. Familh he zad he dehe bevet an dalc’hidigezh Japan eus Hunan, en 20vet kantved. Familh he mamm, he deus stourmet evit Chiang Kai-Shek, hag a oa e penn republik Sina, adal 1928 betek e varv e 1975. He re o deus divroet da Amerika pa oant studiourien, mes distroet int da Sina, a raok distroeiñ en dro d’ar Stadoù Unanet p’ho deus bet o bugel. He zad a zo aet da Amerika er bleiadoù 1990, dre ma oa unan ag ar studiourion a Veijjing University hag en deus kemeret perch e manifestadegoù e Tiananmen e miz Mezheven 1989. Gwelet en deus e vignoned bout lazhet get gouarnamant Sina ha traumatizet eo bet, mes ne gomzas ket james ga e eñvorennoù er gêr.

Kuang a zo bet desavet ‘barzh kêr vras Dallas e Texas. Bet he deus bet he bachelouriezh e skol Greenhill e 2013. Àr-lec’h al lise, ema aet da skol-veur Georgetown, evit gober un aotregezh àr Istoer azia. Er strollad “breutadur” e oa hag anavet e oa evit he aezamant da brezegenniñ dirak an holl. Pa oa 19 vlez, e pad ur blez vak e Sina, e lec’h ma laboure el coach breutadur, he deus Rf Kuang  kroget da skrivañ he levr kentañ, The Poppy War. Ar romant-se a zo bet embannet a-raok he 22 deiz ha blez. Diplomet eo bet a Georgetown e 2018 ha pasaet he deus an hañvezh é labourat en ur c’hamp vakañs.

Kuang n’eus kendalc’het get he hent, er Magadelene College, Cambridge, gres da sikour ar yalc’had Marshall, ag a harpas ar studiourien gwellañ da vonet d’ar skolioù uhel e rouantelezh unanet. Du-hont he deus bet ur master àr ar filosofiezh Sinaeg. Ar blez àr-lerc’h he deus studiet e Oxford, e lec’h he deus tapet ur master àr studioù Sinaeg. Distroet eo bet d’ar Stadoù Unanet Amerika en diskar amzer 2020, evit gober un doktorelezh Yezhoù ha Lennegezh reter Azia e Skol-veur Yale.

He levr pennañ, The poppy war

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The Poppy war:

Levr kentañ Kuang, The Poppy war, a zo ur levr faltaziek get un tem resis, ar milourelezh Sinaiz. Embannet eo bet get Harper Voyager e 2018. Un heuliad 2 damm zo bet skrivet geti. Ur bochad traoù meuleudius a zo bet lâret a-ziàr al levr-se, Publishers Weekly n’eus laret e oa “ul levr frommus ha lakei Kuang da vout milvrudet.” An daou levr kentañ ag an heuliad a zo bet laket e 2020 e roll levrioù an Times e-mesk ar 100 levr faltaziek gwelañ er bed. E miz kerzu 2020, Starligh Media Peter Luo, n’eus eztaolet e c’hoant, lakaat al levrioù àr skramm.

3 zamm a zo en heuliad se:

The Poppy war:

Rin a zo tudenn pennañ ar c’houlzad. Emzivadez brezel eo, ha bevañ a ra en impalaeriezh faltaziek Nikan. Pal ar plac’h yaouank a zo achap ag ar er gêr lec’h ma veva ha tremen ar c’heju evit kavout ar gwir da studiañ en Akademiezh Sinegard. Pasañ a ra ar briziadenn get notennoùmat ha mont a reas ar plac’h d’ar skol get ar pal labourat evit strategiezh an arme. Diaes eo bet dezhi ar mizioù kentañ er skol en arbenn mand eo paour-raz plac’h; hag ag ar su ouzhpenn. An dud a zo drouk geti, reoù zo ne gomzant ket geti abalamour mand eo re zu he c’hroc’henn.  E siegarde, Rin a zizoloas ec’h eus  tu dezhi ober troioù hud. Liammet eo ar plac’h get ar Phoenix : un doue a roa dezhi tu d’ober strobinelloù get an tan. Siwazh eo tenn ar politikerezh er vro, etre kevredad Mugen ha Nikan, ha krog a reas ar brezel etreze. En arbenn ma eus tu dezhi implij an tan èl ma faot dezhi, ema laket ar plac’h àr an talbenn. Traoù spontus a welas. E barzh al levr se emañ forest d’ober choajoù diaes, rak c’hoant en deus en em vanjiñ, doc’h an dud ho deus graet drouk dezhi ha d’he fobl, mes, n’eo ket ken aes se. Bep taol ma choaj ar vanjañs e ya ar plac’h da vout tostoc’h tostañ d’ar follentez. Al levr a laka ar raok temoù dedennus, èl ar galloud da skouer  pe an identelezh, ar gouenelezh pe c’hoazh danjerusted an arvez.  

E fin al levr, e vez graet ur dibab souezhus get Rin, ‘pezh a lakao traoù spontus da zegouezh el levrioù da zonet.

An eil levr a zo anvet The Dragon Republik:

Embannet eo bet e 2019. Ha krog a ra an danevell àrlerc’h ar pezh a zo degouezhet e fin an tamm 1, get Rin traumatizet get ar pezh zo bet degouezhet dezhi ha graet geti er brezel. Boutet zo bet tan er gêr, pezh ha lakaas anezhi da vout dindan bec’h, kudennoù spered geti, abalamour d’an traoù ha d’an dud he deus lazhet, ar Phoenix enni a zo drouk, ha kemer a ra muioc’h-mui a blas en he fenn. Donet a reas Rin da vout a-gevred get Nezha, mab ur jeneral brezel. Enebour ar paotr e oa pa oant er skol e Sinegarde. A gevred eo iez get Atlan; e penn ar strollad Cike, ag a zo shammaned/ strobinelourion o deus brezeliaet. Asambl o deus c’hoant monet enep d’ ar galloudoù kreñv a ya enep an impalaeriezh.Tenn eo an traoù er vro’ vat, ha Rin en em gavas kollet etre  santimantoù kontrel : bout stag doc’h he mignoned pe en em vanjiñ enep an impalaeriezh.

Kreñvoc’h-kreñvañ e ta da vout rin, mes droukoc’h-droukañ eo ar Phoenix; pezh a lakaas anezhi d’ober choajoù a zistrujo ur bochad traoù tro-dro dezhi. Ar brezel en em astenna er vro, dreist-holl pa grogas the dragon republik da vrezeliat. Ur strollad galloud, get arlozed enni, o deus c’hoant gounit enep d’an impalaeriezh. Rin a grog d’en em c’houlenn peseurt rol he deus er brezel, ha ma c’hello ar galloud hud enni sikour getei pe hi distrujiñ . E fin al  levr e anava Run traoù souezhus a ziar he idententelezh hag ar bed tro-dro dezhi. Dizoloet vez resisadurioù àr he identelezh en tamm diwezhañ. Embannourien Weekly n’eus laret “Kuang a roa spisadurioù spontus d’ar bestseller milourel The Poppy war.

Al levr diwezhañ, The Burning God, a gont istor Rin, enep d’impaleriezh Nikan. E fin an eil levr, eo daet Rin da vout droukoc’h, get un c’hoant brasoc’h-brasañ da gavout ar galloud. El levr se emañ Rin a gevred get an Dragon republik, mes kavout a ra diaes beviñ get ar pezh e ra da dud zo. E barzh The burning god e kompren mat penaos e vo distrujet; hi hag he fobl get ar Phoenixl. Diaes eo dezhi chom hep implij an tan a zo enni, mes diaesoc’h c’hoazh eo gwelet pezh he deus graet, da lâret eo an dud he deus lazhet. E fin ar brezel eo ret da Rin gouiet ma kendalc’ha d’en em vanjiñ, pe ma lakao un dermen d’ar feulster. Fin an heuliad a zo du-spontus ha trist-tre. Mes er fantasy Hive, ema bet laret “ Levr diwezhañ Rebecca Kuang, a ziskouez he deus koshett el skrivagnierez. Un termen brav hag arvezek d’an heuliad, mes ivez, ur fin frommus ha bastus.

Temoù e The Poppy War :

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Brezel: en heuliad se, e vez gwelet pegen spontus eo brezel. Ne vez ket gwelet nemet ar spontoù fizikel mes ivez spered e c’hell kaout ar soudarded hag ar siviled. Al lazhadeg Nankin, a laka ar well, penaos e c’hell ar brezel tannañ humanouriezh an dud.
  2. Galloud ha gwastadur: An istor a ziskouez penaos ar galloud, personel ha politikel a c’hell dsitruj an dud. Peogwir e ta Rin da vout ur Shamman e laka ar plac’h d’em em c’houlenn penaos e implijo an tan a zo enni, en ur zifenn he fobl, pe en ur ober drouk d’an dud get galloud, evit en em vanjiñ  doc’hte. En em c’houlenn a reomp traoù a ziar divezoniezh ar galloud.
  3. Identelezh: Istor Rin n’eo ket nemet a ziar bevañ pe treusbevañ er brezel, mes kentoc’h a ziar dizoloañ piv eo, e istor, e family, a belec’h e za. E c’hoant gouiet e identelezh, a zo liammet doc’h ar fed ema ur shaman, ar fed ema emzivadez, hag e liammoù get ar bolitikerien.
  4. Vanjañs ha trauma: An c’hoant en em vanjañ a zo e kreiz al levr, dreist holl evit Rin. C’hoant he deus e paie an dud, evit ar pezh he deus anduret, an dud he deus kollet. Mes gwelet e vez ivez penaos e c’hell ar vanjañs distruj un den, en ur lakaat anezhe da vout dangerous evit an holl tro dro dezhe.
  5. Dizingalded Sokial: Rin a dremena eus ur familh paour, eus Su ar vro, d’ul lec’h galloudus e Sinegard. Gwelet e vez amañ, penaos e vez bevet geti an diseñvelderioù sokial, etre an dud er vro. Ur bochad dizingalderioù e vez bevet geti, dre ar fed ema duoc’h evit ar re pinvidik, hag ivez abalmour mand eo ur plac’h, en ur bed great evit ar paotred. Ur c’hritik zo eus ar sistem sokial, hag ar fed emañ tost dibosubl d’an dud paour achap a-zoc’h krabanoù ar baourantez.
  6. Ar feud hag an c’hoantoù hinihennel: Pa za Rin da vout tostoc’h d’ar phoenix, un doue kozh, e vez gwelet an eneboù zo etre an c’hoantoù hinihenel, hag ar feud, ag a zo e daouarn an doueed. En em goulenn a romp, ma eo Rin mestr e vuhez, pe ma eo an doueed a laka ar plac’h d’ober traoù ken spontus.
  7. Trevadennerezh ha broadelouriezh: Ar brezel el levr a zo awenet get fedoù istorel, el an eil brezel Sina-Japaneg. Gwelet vez ur bochad a hed al levr, temoù el impalaeriezh, broadelouiezh, ha stourm enep ar galloud e plas. Impalaeriezh Nikan a zo da vout keénveriaet get galloudoù trevadennel.
  8. Pouez an arvez: C’hoant Rin da gaouit ar pezh he deus c’hoant, dreist holl enep an dizingalderioù, a digasa kudennoù. Tu zo, en em zistruj hag ober choajoù nan buhezel, m’hon eus c’hoant re kavout un dra bennak, ha ma omp prest d’ober ne vern petra evit ec’h kavout.

Levrioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Babel:

E miz Mae 2021 he deus Rf Kuang laret he embannahe un levr nevez e miz eost 2022. An istoer a zegouez e Bro Saoz er blezadoù 1930. Ur strollad studierion a Oxford, a laboura evit treiñ testennoù kozh.  Er strollad : an holl a zo estranjourion pe merc’hed. Ne c’hellont nemet treiñ er skol veur, ha netra arall, neuze e welont buan o studioù èl ur chañs bras. ‘Barzh al levr e romp anadoudegezh get Robin Swift, an dudenn pennañ. Eñ en deus diaezamantoù da chom feal doc’h e vignoned, pa n’eus c’hoant e vehe justis enep doc’h ar galloudoù trevadennel, n’eus skrapet anezhañ a-zoc’h e vro evit er lakaat en ur stad e lec’h ne anave den ebet. E fin ar gont emañ ret dezhañ choajiñ etre ar stourm, pe chom galloudus.

Babel a zo daet da vout div sizhuniad àr-lerc’h bout embannet, ur New York times bestseller. N’eo ket bet al levr-se un hit ken bras evit The poppy War en estrenvro ,dre ma oa sujedoù e oa breudwet e Sina da skouer.

Yellowface:

E miz du 2021, he deus lakaet Kwang ‘barzh tweeter e vehe embannet geti e pemvet levr, anvet Yellowface e 2023. El levr-se e vo kontet istoer ur skriagnerez wenn a laera istoer ur vignonez sinaez dezhi. An titl yellowface a zo da vout lakaet e liamm get an industrielezh filmoù, a ziskoueza aktourion gwenn e c’hoari tudennoù azia. Al levr-se a zo daet da vout ur besteller doc’htu, Ur bestseller eo abaoe miz even 2023.

Katabasis:

E miz c’hwevrer 2023 he deus lâret e oa ec’h ober he doktorelezh e Yale en ur skrivañ e c’hwervet levr. Kontañ a ra istoer daou studiour a zo é veajiñ en ifern, evit ma vehe tu d’o c’helenner skrivañ lizheri erbed.

E pad un atersadenn he deus lâret Kwang he deus kroget da skrivañ al levr se evit gober ur seurt farsadenn, ul levr aes da lenn. Mes a-vuzul ma kendalc’he da skrivañ he deus komprenet e oa bed ar skolioù uhel èl un ivern àr an douar. An embannour HarperCollins en deus skrivet e oa ar romant “un dark akademia faltaziek”.

E 2018, Barnes and noble n’eus laket The Poppy war da vout el listennad ag o levrioù faltaziek ha skiant faltaziek karetañ ag ar blez.

E 2022 eo bet roet da Babel, priz al levr faltaziek gwellañ ag ar blez, get Kirikus Reviews ha the Washington Post.

E 2023, Kuang a zo bet laket el listenn Time 100.