Mont d’an endalc’had

QBZ-95

Eus Wikipedia
QBZ-95


Ur fuzuilh-arsailh QBZ-95
Kinnig
Bro Republik Pobl Sina
Doare Fuzuilh-arsailh damaotomatek/aotomatek
Mont en-dro Tennata dre amprest gazoù, dre biston berr e red, bullpup
Munisionoù 5,8 × 42 mm
5,56 × 45 mm NATO (QBZ-97)
Produer Norinco
Mare produiñ Abaoe 1995
Mare servij Abaoe 1997 (arme Sina)
Perzhioù teknikel
(stumm diazez)
Mas (hep kartouchenn) 3,25 kg
Hirder 760 mm
Hirder ar c'hanol 463 mm

Endalc'h Karger fiñv eeun 30 kartouchenn
Karger fiñv ront 75 kartouchenn
Lusk-tennañ 650 tenn/mn
Tizh mont e-maez ar boledoù V0 930 m/s
Adstummoù QBZ-97
QBZ-95-1
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Ar QBZ-95 (sinalunioù : 95式自動步槍; pinyin : 95 Shì Zìdòng Bùqiāng, «fuzuilh aotomatek stumm 95») zo ur fuzuilh-arsailh produet abaoe 1995 gant an embregerezh-stad sinaat Norinco. Arm-skoaz standart e arme Sina e voe adalek 1997.

Adalek dibenn ar bloavezhioù 1980 e voe embannet skridoù gant ijinourien sinaat evit mont a-du pe enebiñ ouzh ar meizad fuzuilhoù bullpup. D'ar poent-se edo arme ar vro o klask modernaat he dafar. Daou gentpatrom fuzuilhoù-arsailh bullpup a voe savet : an eil kambret evit ar gartouchenn soviedat 7,62 × 39 mm, hag egile e 5,8 × 42 mm, ur munision nevez diorroet e Sina. Hemañ diwezhañ a voe choazet a-benn ar fin, ha kregiñ a reas al labour evit gwellaat ar c'hentpatrom adalek 1991, dindan renerezh an armeurerien Wang Zhijun ha Duo Yingjian[1].

Lakaet e voe an arm kinniget da standart gant an arme e 1995. Kinniget e voe evit ar wech kentañ en ur mod publik d'ar 1añ a viz Gouere 1997, pa voe roet Hong Kong en-dro da Republik Pobl Sina gant Breizh-Veur[2].

Ar rummad armoù-skoaz QBZ-19 a zo bet savet evit kemer plas ar QBZ-95 adalek 2020[3].

Unan eus ar fuzuilhoù-arsailh skañvañ eus ar bed eo ar QBZ-95. Dibar eo abalamour eo savet tro-dro d'he c'hanol, ha staget eo an elfennoù all outañ[1]. Ur sistem tennata dre amprest gazoù gant ur piston berr e red he deus, ha pourveziet eo gant ur c'harger 30 tenn[2]. He framm zo e polimer, hag ul loc'henn a zo evit dibab tri mod : surded (tenn ebet), damaotomatek pe aotomatek[4].

Soudarded arme-zouar Sina gante fuzuilhoù-arsailh QBZ-95 e 2017.

Ur stumm kambret er gartouchenn 5,56 × 45 mm NATO, anvet QBZ-97, zo bet produet adalek 1997. Norinco a werzh anezhañ e mod damatomatek hepken evit ar marc'had sivil ivez[2]. Un eil stumm evit arme Sina, anvet QBZ-95-1,a voe savet adalek 2010-2011, gantañ ur polimer solutoc'h, un dizain dornell nevez, hag ul loc'henn-surded kemmet, pa save homañ kudennoù war ar stumm kentañ[1][2].

Ur fuzuilh-arsailh marc'hadmat eo ar QBZ-95, graet evit bezañ pourveziet a gementadoù uhel d'un arme vras (4.130.000 soudard e 1995[5]), daoust d'ur wikefre diabarzh luziet a-walc'h[1].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An arm pe adstummoù anezhañ a c'haller gwelet e filmoù evel 2012 (sevenet gant Roland Emmerich), hag e c'hoarioù-video evel Call of Duty: Black Ops II ha reoù eus ar rummad Battlefield[6].

  1. 1 2 3 4 (en) China's Assault Rifle: QBZ95, Guns&Ammo, 15/11/2017 (lennet d'an 31/10/2025)
  2. 1 2 3 4 (en) POPENKER Maxim, Type 95 / QBZ-95 assault rifle (China), Modern Firearms (lennet d'an 31/10/2025)
  3. (fr) LAGNEAU Laurent, L’armée chinoise va se doter d’un nouveau fusil d’assaut pouvant se décliner en quatre versions, Opex 360, 19/04/2020 (lennet d'an 31/10/2025)
  4. (fr) QBZ-95 (Quing Buqiang Zu), Arme et Passion (lennet d'an 31/10/2025)
  5. (fr) Chine - Personnel militaire war Perspective Monde, Skol-veur Sherbrooke, Kebeg (lennet d'an 31/10/2025).
  6. (en) QBZ-95, IMFDB (lennet d'an 31/10/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan