Mont d’an endalc’had

Public Image Ltd.

Eus Wikipedia
Public Image Ltd.
strollad sonerien
Deiziad krouiñ1978 Kemmañ
AnvPublic Image Ltd Kemmañ
Deroù ar prantad labour1978 Kemmañ
PladennrolladurPublic Image Ltd. discography Kemmañ
Lec'h diazezLondrez Kemmañ
Tachennalternative rock, Post-punk Kemmañ
Label sonerezhVirgin Records, Elektra Records Kemmañ
Bro orinRouantelezh-Unanet Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.pilofficial.com Kemmañ
Dezverket drestrollad rock Kemmañ
Rummad evit an iziliCategory:Public Image Ltd members Kemmañ
Roll elfennoùlist of members of Public Image Ltd. Kemmañ


Public Image Limited (PiL pe c'hoazh Public Image Ltd.) a oa ur strollad sonerezh post-punk bet krouet e 1978 gant Johnny Lydon goude ma vefe bet divodet Sex Pistols. Kalz nevezinti a zo bet degaset er sonerezh amplaet a-drugarez d'ar strollad-se.

Penn-kentañ ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur wech divodet Sex Pistols, ez eas Lydon da Jamaika e-pad teir sizhunvezh, asambles gant Richard Branson (hag eñ e penn Virgin Records). Eno e klaskas Lydon kavout sonerien reggae. Ur wech distro d'ar Rouantelezh-Unanet ez eas Lydon e darempred gant Jah Wobble[1], gant ar pal sevel ur strollad nevez. En em anavezout a raent abaoe ar bloavezhioù 1970 : asambles o doa sonet e dibenn Sex Pistols, hag entanet e oa an daou anezho gant ar sonerezh reggae ha gant sonerezh ar bed. Wobble a zeskas neuze seniñ gitar boud. Lydon az eas ivez e darempred gant Keith Levene. Kejet en doa c'hoazh gantañ e 1976, pa sone Levene gant The Clash. Degemeret e voe ivez an tabouliner kanadian Jim Walker. Kregiñ a reas P.I.L. gant ar bladenn vihan anvet Public Image, hag a oa tost a-walc'h ouzh sonerezh Sex Pistols. Berzh a reas er Rouantelezh-Unanet koulz hag er Stadoù-Unanet.

Pladenn gentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa welas izili ar strollad e rae berzh o fladenn e tivizjont stagañ gant enrollañ o fladenn vras gentañ. Meur a gudenn a savas e-pad an enrollañ : ar budjed a voe implijet evit prenañ dramm, Wobble en em gannas gant skoazeller ar produer, ha skarzhet e voe ar strollad diouzh Wessex Studios. A-benn ar fin e teuas a-benn ar strollad da enrollañ eizh kanaouenn. Berzh a reas memes tra ar bladenn (First Issue he zitl) pa zeuas er-maez : gwall zisheñvel diouzh ar sonerezh produet er mare-se e oa, dreist-holl a-drugarez da son gitar boud Wobble ha da hini gitar Levene (ur gitar aluminiom a implijas). Evit a selle ouzh ar c'han e seblante Lydon bezañ o pediñ hag oc huchal war-un-dro, hag e zoare da ganañ a oa heñvel ouzh hini arzourien evel Yoko Ono. Gwerzhet e voe mat ar bladenn er Rouantelezh-Unanet hag er peurrest eus Europa.

Metal Box a zeuas er-maez e 1979. Evit a sell ouzh an enrollañ e voe ken diroll an traoù ha pa voe enrollet First Issue. Jim Walker a oa aet kuit a-raok ma krogfe an enrollañ, ha meur a dabouliner all a voe degemeret, en o zouez unan anvet Karl Burns. Devet e voe e daboulinoù gant Wobble. Pa zeuas Metal Box er-maez e voe kinniget dindan stumm teir fladenn 45 tro e-barzh boestoù rolloù filmoù. Goude-se e teuas er-maez en-dro dindan stumm ur bladenn zoubl, anvet Second Edition. Hiziv an deiz e vez gwelet evel unan eus ar pladennoù rock pouezusañ. Gwall zisheñvel diouzh kement tra embannet e 1979 eo, hag enni e klever eo bet levezonet PiL gant strolladoù sonerezh-arnodiñ alaman evel Can pe Neu!. Da heul embannadur ar bladenn e voe aozet un droiad er Stadoù-Unanet, met meur a sonadeg a voe nullet abalamour d'ar bec'h a save etre ar strollad hag e di-embann er Stadoù-Unanet, Warner Brothers e anv. Bec'h a savas ivez etre Lydon ha Levene, hag a felle dezhañ kemer muioc'h-mui a blas er strollad. Muioc'h-mui a heroin a gemere ivez. Tonket e oa ez afe an traoù a-dreuz. A-benn ar fin ez eo Wobble a darzhas hag a guitaas ar strollad. Hiziv an deiz ne ouezer ket hag-eñ e kuitaas ar strollad e-unan pe hag-eñ e voe bountet er-maez. Gouzout a reer avat e felle dezhañ e vefe siriusoc'h an traoù e diabarzh ar strollad. War washaat ez eas an traoù e-pad ur sonadeg er Ritz e New York. D'ar mare-se ne chome nemet Lydon ha Levene er strollad (Martin Atkins a oa bet skarzhet nepell a-raok), ha Levene a zivizas e vefe aozet ur gwir happening, hep tamm pleustriñ ebet. Da vare ar sonadeg e voe diskouezet ar strollad a-dreñv ur skramm. E-keit ma voe skignet sonerezh PiL Ec'h ijine ar strollad traoù all war ar prim. Lydon a grogas da gunujenniñ an arvesterien, um emgann a savas hag al leurenn a voe distrujet. Ar sonadeg bet raktreset en deiz war-lerc'h a voe nullet kerkent.

Flowers of Romance

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Martin Atkins a voe degemeret en-dro evit seniñ taboulinoù pa voe enrollet Flowers of Romance, un albom diaesoc'h da selaou evit Metal Box. Levene a zilezas ar gitar hag e sonas kenaozer. War ar bladenn e klever dreist-holl taboulinoù, mouezh Lydon, sonioù bet enrollet war gasedigoù ha trouzioù gitar boud dic'hortoz. Bec'h a savas en-dro etre Levene hag Atkins, ha Levene az eas kuit. Goude-se e voe enrollet ar bladenn Live in Tokyo. Warni e son Atkins, Lydon hag ul laz-seniñ a sone evit euredoù en New Jersey. Atkins az eas kuit e 1985, goude ma vefe bet embannet This Is What You Want, This Is What You Get. Gant ar bladenn-se e kemmas doare seniñ ar strollad : selaouerien nevez a voe tizhet, padal ne voe ket ken dedennet ar re a selaoue PiL Abaoe krouidigezh ar strollad.

Compact Disc/Cassette/Album

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1986 e teuas er-maez Compact Disc (anvet ivez Cassette pe Album, hervez ar stumm). Ar skritur glas implijet a oa ar memes hini hag an hini implijet evit ar madoù generek.

Dont a reas Happy? er-maez e 1987,. E-pad hañvezh 1988 e troas PiL er Stadoù-Unanet, hag e 1989 e troas asambles gant New Order ha The Sugarcubes dindan an anv Monsters of Alternative Rock. Padout a reas PiL betek 1993, hag er bloavezh-se e tivizas Lydon chom a-sav gant ar strollad. D'ar mare-se e oa Lydon, Ted Chau (gitar, kenaozer), Bruce Smith (bet e-barzh The Pop Group hag e-barzh Rip Rig & Panic, taboulinoù), John McGeoch (bet ezel eus Magazine hag eus Siouxsie and The Banshees gitar), ha Russel Webb (gitar boud) er strollad. Ez-ofisiel n'eo ket divodet ar strollad, ha hervez Lydon n'eo ken met un troc'h a vez graet gant e izili.


Pladennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladennoù enrollet er studio

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladennoù « live » ha dastumadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(# : plas en hit-parade breizhveuriat)

  • Second Edition (Metal Box adembannet) - 1979
  • Paris au Printemps (live) - 1980 #61
  • Live in Tokyo (live) - 1983 #28
  • The Greatest Hits, So Far (dastumadeg) - 1990 #20
  • Box (koufrig) - 1990
  • Plastic Box (koufrig) -1999
  • Public Image/Second Edition - 2003

Pladennoù single

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(# : plas en hit-parade breizhveuriat)

  • "Public Image" - 1978 #9
  • "Death Disco" - 1979 #20
  • "Memories" - 1979 #60
  • "Flowers of Romance" - 1981 #24
  • "This Is Not a Love Song" - 1983 #5
  • "Bad Life" - 1984 #71
  • "Rise" - 1986 #11
  • "Home" - 1986 #75
  • "Seattle" - 1987 #47
  • "The Body" - 1987 #100
  • "Disappointed" - 1989 #38
  • "Warrior" - 1989
  • "Don't Ask Me" - 1990 #22
  • "Cruel" - 1992 #49

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Interview with post-punk legend Jah Wobble about music, Sid Vicious, star signs, Brexit and everything else you can think of - The Shortlisted Magazine