Pronunciamiento
Ur pronunciamiento (brezhoneg: disklêriadur) a vez graet eus ur emsavadeg vilourel pe un taol-stad, liammet alies ouzh Bro-Spagn, Portugal hag Latinamerika, ha dreist-holl en XIXvet kantved.
Doareoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ur pronunciamiento e tro pennoù uhel eus al lu e politikourien oberiant o tifenn o selloù dezho ha n'int ket mui un ostilh neptu e servij ar boblañs pe ar galloud. Pa vez kaoz eus un taol-stad boas, al luskad rebell hag a zo e penn lodennoù pouezus eus an nerzhioù armet a gemer ar galloud er stad en un doare trumm, aozet ha kaset da benn en un doare kuzh.
Ur pronunciamiento avat a vez graet eus un obererezh foran sevenet evit kendrec'hiñ ar boblañs war-zu al luskad emsavet. Ur strollad ofiserien vilourel, alies eus rummadoù etre al lu, a zisklêr en un doare foran ez int enebet ouzh galloud ar gaournamant (penn ar Stad/pe ar c'habined, hag a c'hell bezañ tud dilennet en un doare lezennel pe ur strollad tud hag o deus sevenet un taol-stad a-raok). Peurliesañ ez eo ar Pronunciamientos obererezhioù 'hep gwad' pe gant nebeut a dud lazhet ; klask a reer kemmañ ar gouarnamant pe ar renad en ur implij an aon e vije obererezhioù feuls ha gwadus. Klask a reer diskouez ivez eo gwan harp ar boblañs d'ar gouarnamant e penn ar vro, ha n'eo ket implij ar feulster evel pa vez un taol-stad. Ar pal a-benn ar fin a c'hell bezañ un taol-stad boas, evit lakaat milourien rebelled e penn an traoù. Aliesoc'h e vo implijet evit lakaat ar boblañs da harpañ an enebadur trevour hag a c'hell bezañ galvet evit sevel ur gouarnamant all.
