Mont d’an endalc’had

Programm Broadel Sokialour

Eus Wikipedia

Ar Programm Broadel Sokialour, pe ar Programm e 25 poent (Alamaneg: 25-Punkte-Programm), a oa Programm ar Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman (NSDAP). Adolf Hitler en doa kemennet ar programm d'ar 24 a viz C'hwevrer 1920 dirak un 2,000 den bennak e Hofbräuhaus e München. Savet e voe ar programm e-pad un emvod gant ar strollad e Vienna.

Programm e 25 poent an NSDAPGoulenn a reomp unvaniezh an holl Alamaned eus Alamagn Veur hervez gwir ar pobloù d'an emdidermenañ.

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Goulenn a reomp kevatalder ar gwirioù evit an Alamaned e keñver ar broadoù all; ha diskar emglevioù-peoc'h Versailles ha Saint-Germain.
  2. Goulenn a reomp douaroù ha tiriadoù (trevadennoù) evit dreistbevañs hor pobl ha trevadennerezh ma vefe dreistpoblañs ganomp.
  3. N'eo keodederien ar stad nemet an izili eus ar vroad. N'eus nemet ar re a zo gwad german dezho a c'hall bezañ, ne vern o c'hredennoù hag o soñjoù. Yuzev ebet ne c'hell bezañ ezel eus ar vroad neuze.
  4. An neb n'eus ket keodedouriezh dezhañ ne c'hallo chom e bro-Alamagn nemet evel un den pedet ha dav 'vo dezhañ sujañ ouzh lezennoù an dud estren vroioù estren.
  5. Gwir mouezhiañ a vo roet d'ar geodederien eus ar stad o-unan. Ni a stourm ouzh implijoù hervez soñjoù politikel muioc'h evit taoliñ evezh war an temz-spered pe ar barregezh.
  6. Goulenn a reomp ar stad a zle bezañ e karg eus an doareoù da staliañ evit ober war-dro hevoud ar geodederien. Ma vefe diposubl magañ ar poblañ eus ar stad a-berzh e vefe dispellaet eus ar Reich an izili eus vroadoù estren (an angoedederien).
  7. Envroaderezh an anc'hermaned a ranka bezañ diwallet. Goulenn a reomp d'an holl anc'hermaned a zo deuet e Alamagn adal an 2 Eost 1914 mont kuit ar Reich.
  8. An holl keodederien a zlefe bezañ kevatal hervez o gwirioù hag o dleadoù.
  9. An dlead kentañ d'an holl keodederien a zo bezañ gouest labourat en ur mod ampletus, gant ar penn pe ar c'horf. Obererezhioù un hinienn ne zlea ket mont a-enep mad ar gevredigezh met bezañ enframmet da welaat ar c'henvad. Neuze e c'houlennomp:
  10. Diskaradur an holl tuioù a vez implijet da c'hounit argant hep labour (feurm, c'hoarioù hag all).
  11. E-keñver an aberzhoù a vez gouzañvet gant an dud rak ar brezel, ar pinvidikadurioù hininiel a zeu eus brezelioù a zlea bezañ gwelet evel un torfed ouzh ar stad. Neuze e c'houlennomp kemeredigezh eus an holl madoù a vez gounezet diwar brezelioù.
  12. Goulenn a reomp broadeladur an holl aferioù a zo bet staliet evel kevredigezhioù (kevredadoù fiziek).
  13. Goulenn a reomp e vez kenlodet an holl gounidigezh eus gwerzh a-vras.
  14. Goulenn a reomp kreskaat goprad leve ar re-gozh.
  15. Goulenn a reomp krouedigezh ur renkad etre yac'h, ha boutineladur an tier-dastum meur a vo feurmet izelbriz d'embregerezhioù bihan, harpet e vo ar re o deus emglevioù gant ar stad, ur rannvro, pe ur gêr.
  16. Goulenn a reomp an adstumm a glota doc'h hor ezhommoù, lezennoù evit kenkizadur eus tiriadoù en ur pal boutin.
  17. Goulenn a reomp stourm war ar re a ya a-enep ezhommoù ar gevredigezh o oberezhioù. Torfederien ha uzurerien a vo kastizet d'ar marv, ne vern o relijion pe o gouenn.
  18. Goulenn a reomp ul lezenn nevez diazezet war al lezenn german boutin e lec'h al lezenn roman hag a servija ur reizhiad danvezel.
  19. Ar stad a ra war dro un adstumm a-bouez eus programm an deskadurezh, d'aotrañ an holl germaned speredek heuliañ un deskad uhel ha bezañ barrek evit ren an traoù. Ar programmoù a zle bezañ azasaet e keñver ar buhez pemdez. Ar vugale baour dreistdonezonet a vo kelennet gant sikour ar stad, ne vern degouezh an tud a-zivout o labour pe o renk sokial.
  20. Ar stad a ra war dro dazont ar gevredigezh o wareziñ mammoù ha bugale, o tifenn labour gant ar bugale, o kalonekaat moander, en ur ziazezañ lezennoù a lakaa sportoù ha jiminas da vout rekis, o harpañ embregerezhioù a zo liammet gant deskadurezh fizik ar re yaouank.
  21. Goulenn a reomp diskadur ar bagadoù goprsoudardet ha savidigezh un arme vroadel.
  22. Goulenn a reomp stourm a-enep gaouier a vez graet gant kazetennerien. Evit kas ar c'hazetennoù german da vat, goulenn a reomp:
    a. An holl dud a labour gant kazetennoù a vez embannet e germaneg e ranka bout ezel eus ar gouenn;
    b. Kazetennoù anc'herman a ranka kaout aotre ar stad da vezañ embannet. Ar re-mañ ne c'hall ket bezañ moulet e germaneg;
    c. Difenn d'an holl anc'herman kaout interest kellidel pe levezoniñ embannadurioù, taolioù evel-se a vo kastizet gant klozadur an embannadurioù hag argasadeg an unc'hermaned a zo e-barzh an afer. Goulenn a reomp heskinadeg al luskadoù arzel pe lennegel a ra levezonoù dismantrel e keñver buhez ar vroad ha klozadur ar c'hevredigezhioù a zo a-enep hor goulennoù a-us.
  23. Goulenn a reomp frankiz azeuliñ evit an holl relijion gant ma n'int ket un dañjer ouzh bezoud ha buhezegezh ar gouenn german. Neuze e kalonekaomp diorren ur c'hristeniezh yael. Hini a stourm ouzh ar spered yuzev ha danvezel tro dro deomp.
  24. Da seveniñ holl ar perzhioù a zo bet menneget e c'houlennomp krouiñ ur c'halloud-kreiz kreñv hag aotrouniezh a-bouez gant ar dael-kreiz war ar Reich a-berzh hag e aozadurioù. Pennoù ar Partei a doua, o aberzhiñ o buhez o-unan ma vefe ret dezho, da harpañ ha heuliañ ar poentoù a zo bet embannet a-raok hep muzul.