Produerezh ur film
| Iskevrennad eus | audiovisual production, sinema |
|---|---|
| Rann eus | industrielezh ar film |
| Produ | film |
Produerezh ur film eo hollad argerzh krouidigezh ur film. Meur a bazenn zo : da gentañ kentpatrom un istor diazez, goude-se eo ret sevel ur senario, kavout an aktorien, kent-produerezh, filmañ diazez, enrollañ ar son, goude-produerezh, ha skignañ an oberenn ur wech echuet dirak arvesterien, ar pezh a gas betek embannadur ar film. An argerzh n'eo ket linennel, rak ar filmaozer a film lodennoù en dizurzh, adfilmañ a ra anezho pa vez ezhomm, ha goude-se e vez ret frammañ pep tra, hag adfilmañ lodennoù pa vez ezhomm c'hoazh. Ar filmaozañ a zo liammet ouzh endroioù a bep seurt, ekonomikel, sokial ha politikel, dre ar bed. An teknikoù implijet a zo lies-tre. Ar filmoù a oa enrollet da gentañ war kelligoù luc'hskeudenniñ, met hiziv-an-deiz e vezont enrollet e stumm niverennel.[1]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ The New World of Digital Filmmaking (en)(2013-01-09).