Mont d’an endalc’had

Prizoniad brezel

Eus Wikipedia
prizoniad brezel
renkadur ar c'holloù milourel, role
Iskevrennad eusprizoniad, casualty, legal status Kemmañ
Abeg pennañcaptivity Kemmañ
Testenn ar pennreolennoùGeneva Convention on Prisoners of War Kemmañ
Dezverket dreprisoner-of-war medal Kemmañ
Stumm gourel an dikedennKrichsgefaangenen, Krichsprisonéier Kemmañ

Ur brizoniad brezel (anvet ivez en un doare etrebroadel POW evit Prisoner of war) a vez graet eus un den hag a zo dalc'het gant un nerzh bellour e-kerzh pe dres goude ur bec'h armet. Gant emglevioù etrebroadel eo termenet an doareoù ma ranker ober ouzh ar brizonidi vrezel (dreist-holl gant trede emglev Geneva, sinet e miz Eost 1949).

Ar bellourien a c'hall derc'hel prizonidi vrezel evit abegoù lies. Lakaet anezho a-gostez diouzh stourmerien enebour hag a gendalc'h gant ar stourm (dieubiñ ha sikour advroañ anezho en un doare urzhiet goude fin ar stourmadennoù), diskouez eo bet an trec'h gant un tu, pinijennañ, barnañ torfedoù brezel, labour ret, enluañ anezho evel stourmerien, tennañ titouroù milourel pe politikel, endoktrinañ politikel pe relijiel.[1]

E-kerzh an darn eus an Istor, ar brizonidi vrezel a oa lazhet pe lakaet da sklav.[2] Ar c'hentañ gladiatourien a c'helle bezañ prizonidi vrezel, renket hervez o orinoù etnek evel ar Samnited, Traked, pe Galianed (Galli).[3] En Ilias gant Homeros e vez deskrivet soudarded troyan ha gresian o profañ pinvidigezhioù d'an nerzhioù enebour hag a oa deuet a-benn da drec'hiñ anezho war an dachenn-emgann en eskemm d'an druez, met ne oa ket degemeret atav ar profoù-se.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. John Hickman (2002). "What is a Prisoner of War For". Scientia Militaria 36 (2)
  2. Wickham, Jason (2014) The Enslavement of War Captives by the Romans up to 146 BC, University of Liverpool PhD Dissertation. The Enslavement of War Captives by the Romans to 146 BC. Wickham 2014 notes that for Roman warfare the outcome of capture could lead to release, ransom, execution or enslavement.
  3. "The Roman Gladiator" Patrom:Webarchive, Skol-veur Chicago – "Originally, captured soldiers had been made to fight with their own weapons and in their particular style of combat. It was from these conscripted prisoners of war that the gladiators acquired their exotic appearance, a distinction being made between the weapons imagined to be used by defeated enemies and those of their Roman conquerors. The Samnites (a tribe from Campania which the Romans had fought in the fourth and third centuries BC) were the prototype for Rome's professional gladiators, and it was their equipment that first was used and later adopted for the arena. [...] Two other gladiatorial categories also took their name from defeated tribes, the Galli (Gauls) and Thraeces (Thracians)."