Mont d’an endalc’had

Priz Lenin ar Peoc'h

Eus Wikipedia
Priz Lenin ar Peoc'h
enor
Deiziad krouiñ21 Kerzu 1949 Kemmañ
Anv er yezh orinМеждународная Ленинская премия «За укрепление мира между народами» Kemmañ
Anvet diwarVladimir Lenin Kemmañ
BroUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Deroet gantUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Erlec'hiañ a raInternational Stalin Prize for Peace Kemmañ
Deiziad kregiñ1950 Kemmañ
Deiziad echuiñ1990 Kemmañ

Priz etrebroadel Stalin pe Priz etreboadel Stalin « Evit kreñvaat ar peoc'h etre ar pobloù », bet adanvet Priz etrebroadel Lenin « Evit kreñvaat ar peoc'h etre ar pobloù » (rusianeg: Международная Ленинская премия «За укрепление мира между народами ») e 1956 da heul distalinikadur an Unvaniezh Soviedel, a oa ur priz soviedel kevatal d'ar Priz Nobel.

Krouet e oa bet ar priz d'ar 21 a viz Kerzu 1949 gant an anv kentañ "Priz etreboadel Stalin « Evit kreñvaat ar peoc'h etre ar pobloù »" en enor 70vet deiz-ha-bloaz Jozef Stalin.

Anvet e veze ur c'huzul gant gouarnamant an Unaniezh Soviedel gantañ da gefridi divizout da biv e oa da vezañ roet ar priz a-drugarez d'o strivoù evit "kreñvaat ar peoc'h etre ar pobloù".

Disheñvel e oa ar priz diouzh ar Priz Nobel dre ma veze roet peurliesañ da veur a hini bep bloaz kentoc'h evit d'un den nemetken.

Goude ma savas groñs Nikita Khrushchev a-enep Stalin ha d'ar politikerezh bet kaset en-dro gantañ da geñver 20ved Emvod-Meur Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel bet dalc'het e 1956, e oa bet divizet kemmañ anv ar priz-se, adanvet neuze Priz etrebroadel Lenin evit kreñvaat ar peoc'h etre ar pobloù ha goulennet e oa bet ouzh an holl dud bet roet ar priz kent dezhe e resteurel evit ma c'hellfe bezañ roet dezhe ar priz gantañ an anv nevez-se.

D'an 11 a viz Kerzu 1989 e oa bet divizet anenvel ar priz adarre, dezhañ an titl nevez "Priz etrebroadel Lenin ar Peoc'h" (ruseg: международная Ленинская премия мира), ha chom a rejod a-sav da reiñ ar priz-se daou vloaz war-lerc'h e 1991.

Roll an dud bet roet ar priz dezhe

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roet e oa bet ar priz da N. Mandela e 1990 met abalamour ma oa en toull-bac'h d'ar c'houlz-se ne oa ket bet resevet gantañ kent 2002.