Prioldi Trefynwy

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Prioldi Trefynwy

Prioldi Trefynwy zo ur savadur a oa ur prioldi eus Urzh Sant Benead e kêr Trefynwy e gevred Kembre. Bremañ ez eo ur greizenn sokial.

Gant an aotrou norman William FitzOsbern e voe savet ur c'hastell e Trefynwy war-dro 1070. Un nebeud bloavezhioù goude, e 1075, e voe anvet Gwithenoc, ur Breizhad, da aotrou Trefynwy, e-lec'h mab William FitzOsbern, gant Gwilherm an Alouber[1]. Gant hennezh e voe savet ur prioldi eno. Meneg zo e Levr Llandaf eus un iliz koshoc'h, un iliz keltiek eus an VIIIvet kantved, a vije bet er memes lec'h. Roet e voe ar prioldi, hag an douar tro-dro, da Abati Saint-Florent Saumur e Bro-C'hall. Sakret e voe iliz ar prioldi war-dro 1101 pe 1102. Kresket e voe ha dont a reas da vezañ iliz-parrez diwezhatoc'h en XIIvet kantved. Un iliz anglikan eo hiziv, en norzh da savadur ar prioldi.

E 1291 e oa perc'henn ar prioldi war 480 erv a zouar. Pa'z eas an darempred etre Bro-Saoz ha Bro-C'hall war fallaat e c'houzañvas ar prioldi, abalamour ma oa stag ouzh un abati gall. Dindan ren Herri VIII, roue Bro-Saoz e voe divodet ar manatioù ha prioldi Trefynwy da-heul, e 1536.

Bremañ ez eo prioldi Trefynwy unan eus ar savadurioù istorel a zo e kêr. Ur greizenn sokial eo deuet da vezañ hag enni en em vod tud kevredigezh kembraek Treyfynwy[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]