Mont d’an endalc’had

Priñs-eskob

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Prins-eskob)
Douaroù a Iliz en Impalaeriezh santel roman german e 1648.
Johann II von Blankenfeld (1471–1527), priñs-arc'heskob Riga. Goude e varv, en 1561, e-pad brezel Livonia, e voe lakaet fin d'an titl[1] e Riga
Albrecht Sigismund von Bayern (1623-1685), prins-eskob Freising

Ur prins-eskob (Fürstbischof en alamaneg) e oa an eskob a oa e penn ur briñselezh en Impalaeriezh santel roman german, pe er broioù dindan an Urzh Teutonek. Un nebeud titloù damheñvel avat zo bet a-wechoù ivez e broioù all.

Eskibien Durham a oa ivez priñsed-eskibien, rak en o c'harg e oa ivez difenn ar Rouantelezh saoz diouzh Skosiz an hanternoz, ha zoken goude unanet an div rouantelezh, da lavarout eo goude 1707, betek 1836.

Etre 1472 ha 1967 e veze lavaret eskob-kont eus eskob Coimbra (Bispo-Conde, en portugaleg), pa oa kont Arganil.

  1. Arc'heskob Riga