Primož Trubar

Eus Wikipedia

Primož Trubar (8 a viz Mezheven 1508 - 28 a viz Mezheven 1586) a oa ur beleg sloven da vare an Disivoud protestant. Gantañ e voe skrivet ar c'hentañ levr moullet e sloveneg.

Delwenn Primož Trubar e Ljubljana

Ganet e voe Trubar en ur gêriadenn vihan, Raščica, er c'hreisteiz da Ljubljana. Bet e voe er skol e Rijeka e 1520-1521 ha goude-se e kendalc'has gant e studioù e Salzburg. Goude e voe vikel-vras eskob Trieste, Pietro Bonomo. Tro en devoe, er post-se, d'ober anaoudegezh gant skrivagnerien glasel evel Vergilius ha gant mennnozhioù nevez tud eus e vare, evel Martin Luther hag Erasmus. E 1528 e lakaas e anv e skol-veur Vienna, en Aostria, met distreiñ a reas e 1530 da Slovenia. Tamm-ha-tamm e tommas ouzh mennozhioù an Disivoud hag e 1547 e voe skarzhet eus Ljubljana.

Neuze e tec'has da Alamagn. Prezeger e voe e Nürnberg hag e Rothenburg ob der Tauber ha person e Kempten (Allgäu). Eno en em lakaas da dreiñ ar Bibl diwar testenn alamanek Luther e sloveneg, ha da sevel skridoù all en e yezh, evel Katekizem (katekiz) hag Abecednik (abeseer). Embannet e voent en ul levr hepken, e 1550 e Tübingen, ha ganto e voe moullet ar c'hentañ levr e sloveneg. Er bloavezhioù war-lerc'h e voe savet levrioù all e sloveneg gant Primož Trubar hag embannet e voe, e meur a damm, e droidigezh eus an Testamant Nevez. Gant e levr Cerkovna ordninga, deuet er-maez e 1564, e klaskas Trubar sevel un Iliz protestant sloven.

Mervel a reas e Derendingen, hag a zo bremañ e Tübingen en Alamagn, ha beziet e voe eno.

Enoret eo Primož Trubar e Slovenia hiziv, dre ma voe unan eus diazezerien ar sloveneg skrivet. Gwelet a reer e skeudenn war bezhioù un euro er vro-se. E 2010 e oa bet divizet gant Parlamant Slovenia e vije hiviziken un devezh gouel broadel eus deiz e c'hanedigezh, an 8 a viz Mezheven[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. www.sta.si : Slovenia Gets Primoz Trubar Day.