Prešov

Eus Wikipedia
Prešov
Skoed-Ardamez Prešov

Kreiz kêr Prešov
Bro Slovakia Slovakia
Rannvro
(Kraj)
Prešovský kraj

Kod post 08001
Kod pellgomz (421) 51
Gorread 70,43 km²
Hed 21° 14' R
Led 49° 00' N
Uhelder 296 m
Poblañs
hep kontoù doubl
91 638 (2011)
Stankter 1 301/km²

Prešov (Eperies/Preschau en alamaneg; Eperjes en hungareg; Preszów e poloneg; Пряшев e rusianeg ha Пряшів e rusineg hag en ukraineg) zo ur gêr eus reter Slovakia. Kêr-benn Rannvro Prešov eo. Poblet eo gant ouzhpenn 91 000 a dud hag an trede kêr vrasañ eus Slovakia eo, goude Bratislava ha Košice.

Eno e voe embannet Republik Soviedel Slovakia, e 1919, gant tud hag a glaske sevel ur stad komunour, diwar skouer dispac’hioù Hungaria ha Rusia. Met ne badas ar republik soviedel nemet un nebeud sizhunvezhioù ha prestik en em gavas Prešov e stad nevez Tchekoslovakia.

Abaoe an Eil Brezel-bed eo kresket-mat Prešov ha deuet eo da vezañ ur greizenn velestradurel, armerzhel ha sevenadurel a bouez evit reter Slovakia. Ur skol-veur zo. Kêr-benn minorelezhioù rusinek hag ukrainek Slovakia eo ivez.

Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Prešov gant ar c’hêrioù-mañ :

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]