Prezidant Ukraina
| Президент України Prezidant Ukraina | |
|---|---|
Banniel prezidant Ukraina | |
Volodymyr Zelensky E karg abaoe an 20 a viz Mae 2019 | |
| Kargoù | Penn ar Stad Penn an armeoù Penn an diplomatiezh Penn KBSDU[n 1] |
| Annez | Palez Mariinskyi, Kyiv + 13 lec'h all |
| Anvidigezh | Dilennadeg poblel |
| Leuriadur | 5 bloaz – 2 wech da heul d'ar muiañ |
| Skor lezennel | Bonreizh Ukraina (1996) |
| Krouidigezh | 5 Kerzu 1991 (prezidant kentañ) 28 Even 1996 (statud lezennel) |
| Eiler(ez) | Kadoriad ar Parlamant |
| Internet | (uk) (en) president.gov.ua |
| |
Prezidant Ukraina (ukraineg : Президент України, Prezydent Ukrainy) eo penn Stad Ukraina. Ar prezidant eo kannad ar vro en darempredoù etrebroadel, evit merañ obererezhioù ar vro a-fed darempredoù gant ar broioù all, ren ar marc'hata ha sinañ emglevioù etrebroadel. Ar prezidant zo dilennet war-eeun gant keodedourien Ukraina evit ul leuriadur 5 bloaz. Ne c'hall ket un den bout dilennet ouzhpenn div wezh diouzh renk.
Palez Mariinskyi eo savadur ofisiel ar prezidant, lec'hiet e Distrig Pecherskyi eKyiv, kêr-benn Ukraina. Bez' ez eus savadurioù prezidantel all evel an ostel Archavsky (Особняк Аршавського Osobnyak Arshavsʹkoho), Ti an intañvez o ouelañ (Дім невтішної вдови Dim plachuchoyi vdovy ha Дім вдови, що плаче Budynok vdovy, shcho plache, heñvelster) ha Ti e Gimeraoù (Будинок з химерами Budynok z khymeramy) ; alies e vezont implijet, pa vez pennoù bras eus an estrenvro o tont da Ukraina. Burev prezidant Ukraina, lesanvet ar Bankova d'ober dave d'ar straed el lec'h m'emañ, a servij evel burev labour, hag a ro alioù d'ar prezidant a-fed politikerezh ar vro.
Prezidanted Ukraina
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h prezidant zo bet en Ukrain abaoe krouidigezh ar Bankova d'ar 5 a viz Kerzu 1991.
| Anv | Leuriadur | Pad | ||
|---|---|---|---|---|
| 1 | Leonid Kravtchouk Леонід Кравчук (1934-2022) | 05/12/1991 – 19/07/1994 | 2 vloaz ha 226 devezh | |
| 2 | Leonid Koutchma Леонід Кучма (1938 —) | 19/07/1994 – 23/01/2005 | 10 vloaz ha 188 devezh | |
| 3 | Viktor Youchtchenko Віктор Ющенко (1954 —) | 23/01/2005 – 25/02/2010 | 5 bloaz ha 33 devezh | |
| 4 | Viktor Ianoukovytch Віктор Янукович (1950 —) | 25/02/2010 – 22/02/2014 | 3 bloaz ha 362 zevezh | |
| — | Oleksandr Tourtchynov Олександр Турчинов (1964 —) | 23/02/2014 – 07/06/2014 | 104 devezh | |
| 5 | Petro Porochenko Петро Порошенко (1965 —) | 07/06/2014 – 20/05/2019 | 4 bloaz ha 347 devezh | |
| 6 | Volodimir Zelenskiy Володимир Зеленський (1978 —) | 20/05/2019 – E karg | 5 bloaz ha 358 devezh (d'an 13 a viz Mae 2025) |
- Viktor Youchtchenko, Petro Porochenko ha Viktor Ianoukovytch o deus bet ul leuriadur pep hini, an hini diwezhañ o vezañ erlec'hiet dre lezenn gant ar prezidant Oleksandr Tourtchynov, a oa bet ivez prezidant ar parlamant ukrainat, d'an 21 a viz C'hwevrer 2014.
- Oleksandr Tourtchynov eo bet an hini nemetañ o vezañ prezidant da c'hortoz en istor Ukraina a-vremañ. Galloudoù ur prezidant da c'hortoz a zo bevennet-tre. D'an 18 a viz Even 2015, Viktor Ianoukovytch a oa bet tennet digantañ e holl c'halloudoù evel prezidant Ukraina[1]. Gouarnamant Ukraina a implij ur reizhiad renad dambrezidantel ma 'z eo dispartiet galloud penn ar Stad diouzh hini penn ar gouarnamant, ar pezh a ra n'emañ ket prezidant Ukraina e penn ar gouarnamant[2]. Ar C'hentañ ministr eo penn ar gouarnamant[3] ; Denys Shmyhal (* 1975) eo Kentañ ministr Ukraina abaoe ar 4 a viz Meurzh 2020.
Bremañ eo Volodimir Zelenskiy ar prezidant, ha touet en deus d'an 20 a viz Mae 2019. Abalamour m'eo bet lakaet al lezenn vrezel da dalvezout, an dilennadegoù er vro a zo bet astalet.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Published law deprives Yanukovych of presidential rank @ UNIAN, 17/06/2015. Kavet : 13 Mae 2025.
- ↑ (en) Volunteer battalion Azov members and former members create National Corps political party @ Interfax-Ukraine, 14/10/2016. Kavet : 13 Mae 2025.
- ↑ (en) D'Anieri, Paul J. : Economic Interdependence in Ukrainian-Russian Relations. Albany : State University of New York Press, 1999, p. 187 (ISBN 978-0-7914-4245-6)








