Prezidant Portugal
| Iskevrennad eus | Prezidant Republik |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 24 Eost 1911 |
| Honorific prefix | Excellency |
| Annez ofisiel | Belém Palace |
| Position holder | António José Seguro |
| Bro | Portugal |
| A dalv evit tiriad | Portugal |
| Raklec'hiet gant | Rouaned Portugal |
| Erlec'hiañ a ra | Monarch of Portugal |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.presidencia.pt |
| Stumm benel an dikedenn | presidenta de Portugal, президентка Португалії, Presidenta de Portugal, predsednica Portugalske, Presidentin vu Portugal |
| Stumm gourel an dikedenn | President vu Portugal |
Prezidant Portugal, eus e anv ofisiel prezidant ar Republik portugalat, (portugaleg: Presidente da República Portuguesa), eo Penn Stad ha penn uhelañ Portugal.
Ar galloudoù, kargoù ha deverioù a zo gant ar prezidant, kement hag al liammoù gant ar c'hentañ-ministr ha kabinedoù ar vro a zo bet kemmet gant an amzer hag hervez ar bonreizhoù disheñvel. Hiziv-an-deiz ez eo an Trede Republik, ur sistem dambrezidantel, ar prezidant n'en deus ket galloudoù erounit eeun, ar pezh a zo disheñvel diouzh prezidant Stadoù-Unanet Amerika pe prezidant ar Republik C'hall. En desped da-se, memes ma 'z eo dreist-holl ur penn lid[1], bez en deus lod galloudoù ha n'int ket dre ret reoù boas en ur renad parlamantel: unan eus e gargoù pouezusañ eo embannadur an holl lezennoù lakaet da dalvezout gant Bodad ar Republik (parlamant) pe gant ar gouarnamant (dre an ober-se ez a al lezennoù da dalvezout), ha bez en deus ur gwir veto a-enep al lezennoù (memes ma c'hall ar gwir veto-se bezañ tremenet dreist dezhañ pa vez lezennoù aotreet gant ar parlamant) pe kas lezennoù da vezañ ensellet gant al lez vonreizhel evit gwelet daoust hag e savont a-enep ar vonreizh pe get.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Portugal profile – Leaders. BBC (7 a viz Meurzh 2017).