Prescott (Arizona)
Neuz

Prescott zo ur gêr e kontelezh Avapai, e kreiz Arizona (Stadoù-Unanet Amerika). 45.827 annezad a oa enni e 2020.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E eil hanterenn an XIXvet kantved e tesachas an aouregi kalz klaskerien er vro tro-dro ar gêr. E 1863 e voe staliet Fort Whipple eno, ur c'hreñvlec'h hag a servijas da ziaz evit ar soudarded stadunanat e dibenn ar brezelioù amerindian.
Kêr-benn tiriad Arizona e voe Prescott etre 1864 ha 1867, hag etre 1877 ha 1889.
Ekonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un uzin eus an embregerezh armoù-tan Ruger zo e Prescott. Ur 400 implijad bennak a oa enni e 2021[1].
Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Frontier Days, bet krouet e 1888, zo gwelet evel ar rodeo a-vicher koshañ er Stadoù-Unanet[2].
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- William B. Ruger (1916-2002), den a aferioù ha krouer armoù-tan, marvet eno.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Comprehensive Annual Financial Report, City of Prescott, 2021
- ↑ (en) History of the Prescott Rodeo, Prescott Frontier Days (lennet d'an 22/01/2026)