Preizhadeg Dinant (1466)
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Preizhadeg Dinant (hiriv e Belgia) a c'hoarvezas e miz Eost 1466, pa voe kemeret kêr gant soudarded Charlez, kont Charolais, anavezet evel Charlez an Her, a-unan gant e dad Fulup III Bourgogn. Seziz a voe, bombezadeg, preizhadeg, tangwall, ha diskar kêr Dinant (war-bouez an ilizoù ha savadurioù relijiel) gant soudarded Bourgogn, evel kastiz war-lerc'h emsavadeg Dinantiz ouzh Tiegezh Bourgogn. Ret e voe gortoz marv Charlez en 1477, unnek vloaz goude, evit ma c'hallje kêr Tinant adsevel eus he rivinoù.