Mont d’an endalc’had

Preizhañ

Eus Wikipedia
preizhañ
Iskevrennad euscapture, Laeroñsi Kemmañ
Pleustret gantlooter Kemmañ

Preizhañ zo kement ha laerezh pe kemer madoù dre nerzh, dreist-holl e-kerzh un enkadenn, milourel, sokial pe politikel, evel ur brezel[1], e-pad ur gwallreuz naturel (e-lec'h ma vez diaes d'an nerzhioù surentez bezañ efedus)[2], pe emsavadegoù[3]. Ar pezh a vez gounezet dre seurt oberoù a zo anvet preizh.

A-hed an istor eo bet boaz an armeoù trec'h da breizhañ madoù ar re drec'het. Goude brezelioù Napoleon ha muioc'h c'hoazh goude an Eil Brezel-bed, e oa bet savet lezennoù ha normoù evit talañ ouzh ar preizhañ. Er brezelioù a-vremañ, eo difennet ar preizhañ gant al lezennoù etrebroadel, ha gwelet eo evel un torfed-brezel.[4][5]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.